Tri zra ret d'ar c'hrouadur bemzer

Réalisation : Youn Brenn – 419 vues

Savet en deus ar paotr ur chadenn You Tube evit lakaat an dud da selaou brezhoneg e barez : hini Banaleg, gant fent tud Traoñ Kerne. Iztitlet e galleg, aes eo heuliañ avañturioù tudennoù ar vro.

Savet en deus ar paotr ur chadenn You Tube evit lakaat an dud da selaou brezhoneg e barez : hini Banaleg, gant fent tud Traoñ Kerne. Iztitlet e galleg, aes eo heuliañ avañturioù tudennoù ar vro.

Ur chadenn nevez savet, gant istorioù a gozh, aes da selaou ha da gompren, a lako tud ar vro da c'hoarzhin hag ar re yaouank da gompren stummoù berraet a galz a vez kavet e bro Gus Salaun. Istorioù medisinerezh, skol, tud gant fent forzh pegement. Hag ouzhpenn da se, iztitlet e brezhoneg, galleg ha kastilhaneg, mar plij ganeoc'h !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....