Abaoe ur bloavezh bremañ e vez bodet an dud evit klask krouiñ ur rouedad, ha stummañ an dud evit ma vefent kad da gontañ marvailhoù e pep lec'h e Breizh, hag e brezhoneg

Abaoe ur bloavezh bremañ e vez bodet an dud evit klask krouiñ ur rouedad, ha stummañ an dud evit ma vefent kad da gontañ marvailhoù e pep lec'h e Breizh, hag e brezhoneg

Devezh ar gonterien.rezed e brezhoneg e Landelo

Etre 10e ha kreisteiz : Emgav etre ar gonterion.rezed - ar re "a vicher", ar re anavezet kalz pe bihan, ar re ... war an hent - c'hoant dezhe reiñ un taolig lañs d'ar c'hontiñ e brezhoneg : eskemm soñjoù, skiant hag ampartiz prenet... Gouiet hiroc'h : F.Chauffin (fanny.chauffin@laposte.net) pe D. Carré (danielcarre@orange.fr).

12.00: Merenn doc'h taol evit perzhidi an emgav. Miret e lec'h a-raok an 2.12 r get Raok - Brezhoneg e Kreiz Breizh.

14.00 : Degemer ar publik er Presbital kozh. Endervezh "Ur wezh e oa … Kontadennoù e brezhoneg" aozet gant Raok-Brezhoneg e Kreiz Breizh. Leurenn digor d'ar gonterien.ezed. Kontadennoù evit an holl, bras ha bihan. Tavarn war al lec'h.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....