Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/35/35878_2.jpg
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine
photos/35/35878_3.jpg
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine
- Communiqué de presse -
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine
Nevez-embannet gant Beluga : Spered an tour-tan Ur gontadenn skrivet gant Strollad Ar Vro Bagan/Goulc'han Kervella, ha skeudennaouet gant Râmine. Diwaller tour-tan eo Eneour. E-kreiz un nozvezh korventenn spouronus, p'emañ ar Morhouc'h, euzhvil ar
Par Trifin Le Merdy pour Coop Breizh le 4/12/14 15:11

Nevez-embannet gant Beluga :

Spered an tour-tan

Ur gontadenn skrivet gant Strollad Ar Vro Bagan/Goulc'han Kervella, ha skeudennaouet gant Râmine.

Diwaller tour-tan eo Eneour. E-kreiz un nozvezh korventenn spouronus, p'emañ ar Morhouc'h, euzhvil ar morioù, o taoler houladennoù uhel ha sonn ouzh an tour-tan, ul labous, Ifig, a zeu da stekiñ ouzh al letern. Mil mallozh !

Torret eo ar gwer ha lazhet ar gouloù. An diwaller a zo gwallaozet ivez. Ha just a-walc'h, deuet eo Ifig da c'houlenn sikour evit ul lestr o vont da goll war ar reier, gant kalz a dud en e vourzh…

Ret eo lakaat ar gouloù da vont en-dro adarre. Penaos ober ?

Savet eo bet ar gontadenn-mañ diwar ur pezh-c'hoari evit ar vugale gant Strollad ar Vro Bagan. Râmine, skeudennaouer al levr, en deus ivez krouet kinkladurioù ha prestoù ar pezh-c'hoari.

Hag ivez : un diell evit displegañ istor ha mont en-dro an tourioù-tan e fin al levr.

18,5 x 25 cm / 64 fajenn / e liv penn-da-benn, keinet kartoñs / 15 ¤

Adalek 7/8 bloaz.

E galleg ivez : L'Oiseau et le Gardien de phare

www.beluga-jeunesse.com

www.coop-breizh.fr

www.facebook.com/belugajeunesse

Voir aussi sur le même sujet : Beluga, Ar Vro Bagan, Râmine, Coop Breizh
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons