Setu Gaza dindan ar bombezennoù adarre, ha bugale o vervel. Setu ur ganaouenn brudet kenañ a zo bet kanet e Bosnia evit skoazell ur bobl a c'houzañv re, gant kement a vugale hag a dud n'emaint ket en arme tizhet bemdez ha muioc'h-mui. Setu paozioù kanet gante, skrivet gant Taoufik Ziyad :
"Gervel a ran ac'hanoc'h holl
Stardañ a ran ho taouarn en ma re hag e choman en ho kichen
Bouchañ a ran an douar dindan ho treid
Hag e lâran "mervel a rin evidoc'h,
en em lidlazhañ a rin evidoc'h
Dediañ a ran sklerijenn va daoulagad
hag e roan deoc'h tommder ma c'halon
Ha an dragedienn emaon o vevañ a zo
an hevelep hini ha ma flanedenn a zo
heñvel ouzh ho hini.
N'on ket deuet da vezañ dizellezek em bro
Ha n'on ket o kilañ gant an aon
Chomet on dirak ma waskerien
ur minor ennoazh, diarc'hen.
Dougen a ra ma wad em palvoù
prest da vezañ bannet
ne m'eus morse lakaet ma banniel hanter savet
Ha miret 'm eus geotenn c'hlas
war bezioù ma hentadoù".
Evit selaou an ton, kanet brav gant bugale Bosnia : (voir le site)