Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Bale ha gwelout tud iskis o tont eus an amzer dremenet
Selaou Andrea ar Gouilh, diskan gant Brigitte Kloareg, pe c'hoazh komz gant un den tapet gant al lorgnaj, setu ar pezh a zo bet graet disul paseet ba Kemperle...
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 12/07/14 17:09
:

Selaou Andrea ar Gouilh, diskan gant Brigitte Kloareg, pe c'hoazh komz gant un den tapet gant al lorgnaj, setu ar pezh a zo bet graet disul paseet ba Kemperle...

E Kemperle oa bet digoret un hent nevez, an hent Savary-Krebs, neuze eus pep tu al Laita e oa disul paseet baleerien o tont eus forest Karnoed, tud all eus traon ker, tud all a oa tremenet dre an Isol, tud all dre an Ele...

En urzh war ar video : mont kuit da vintin, goude Andrea ar Gouilh hag Edith Gamard gant gwerennoù an arzour Boulere abati gwenn, Marianne Pasco a dape eoged o konntan kaoz, e Prezidial Denise ha Brigitte, giz kanerezed Mari Kastellin pe an Itron Baron giz e veze graet ganto e Kemperle ("les bas de soie", kanet gant Denise oa kanet gant an Itron Baron e bloavezhioù 1950 e Kemperle).

Hag er fin, fest deiz gant ar c'hakou e kreiz an dans, piv oar oa bet gwallgaset ar familhoù Kakou betek ar bloavezhioù 1950 just a walc'h ? Ret e oa d'an dud tapet gant al lorgnaj bout skarzhet eus buhez ar re ordin, ha rummadoù war lerc'h e oa gwir atav : ur c'harter ispisial evito oa e Kemperle, gant ur vicher : sevel kordennoù, straed an Ifern...

Voir aussi sur le même sujet : tro dro, kemperle, c'hoariva