Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Chapel an Ursulinezed, Kemperle
Chapel an Ursulinezed, Kemperle
- Chronique -
Xavier Krebs, etre fetis ha difetis, tro dro d'ar sklerijenn
Teir diskouezadeg a lid al livour Xavier Krebs, ganet ba Kemperle, mab Arthur, ul livour ha niz ul livourez, Marguerite Paulet, gant levezon bro an Aven, ha broioù ar c'huzh heol, Indonezia ha bro Japan
Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 30/07/21 17:07
Diskouezadeg Xavier Krebs :
Réalisation : fea
(66 vues)

Teir diskouezadeg a lid al livour Xavier Krebs, ganet ba Kemperle,mab Arthur, ul livour ha niz ul livourez, Marguerite Paulet, gant levezon bro an Aven, ha broioù ar c'huzh heol, Indonezia ha bro Japan

Graet war un ton brav, diskouezadeg Kemperle a ziskouez mat arz Xavier Krebs, gant meur a zoare : hini fetis ar penn kentañ, hini levezonet gant bro Japan, Indonezia, hag un distro e fin e buhez da linennoù tost ouzh dremmwel bugaleaj an arzour.

E berr komzoù (kar ne gomze ket kalz al livour), Xavier a live abaoe pell, met ne zisplege ket e arz. Ne oa ket bet aes e penn kentañ, gouce bout livet asiedoù evit Keraluc ,e oa bet rediet da vont d'an arme e-pad dek vloaz. Brezel Indochin oa bet spontus evitañ. Distroet d'ar vro e oa bet da Bariz e lec'h e oa bet gant ar rummad "Abstraction lyrique". Du-se, gant Michel Magne e oa bet prenet e oberennoù ker-tre, ha deuet e oa a-benn da vevañ ha da genderc'hel gant e hent arzour.

A-drugarez d'an henterez, Milena, ba Kemperle e miz Gouere, e oa bet aesoc'h d'an dud kompren perak e oa bet implijet livioù ' zo gantañ, perak e oa bet fromet gant Dürer, ha livourezh, kaligrafiezh bro Japan, hag Adganedigezh Bro Italia.

E antre an diskouezadeg e oa bet plantet "totemoù", evit ober al liamm etre relijionoù pell, an natur (sot e oa Xavier Krebs gant an entomologiezh), an avel, ar roc'h, ha skrivet eo war voger ar chapel :

" Dans ces voliges peintes sous tendues de cordes sonores, j'ai voulu rassembler comme des fragments : corps d'épaves, bordés de barques disloquées, plafonds de temples désuets, amers dressés face à la mer". Levezonet gant Braque, oc'h implijout livioù an "Talisman", livadurioù Gauguin er Pouldu, levezonet eo ivez gant livioù ar Poulguin, kastell gozh ar familh e lec'h en doa bevet e bugaleaj gant e dad Arthur Krebs, en doa livet chapel ar c'hastell ha Valerie Kervarker, merc'h vihan Hersart...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 7) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons