Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Danevell Anne Brucy war dazont Frañs 3 : un tamm araokadenn evit Breizh 'benn ar fin ?
Reit eo bet danevell Anne BRUCY war dazont Frañs 3 da Vinistrez ar Sevenadur Aurélie Filipetti d’ar 1ñ a viz Gouere. Ma vo nac’het chañch kazi tra ebet war
Par Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 2/07/14 23:12
:

Reit eo bet danevell Anne BRUCY war dazont Frañs 3 da Vinistrez ar Sevenadur Aurélie Filipetti d'ar 1ñ a viz Gouere.

Ma eo bet nac'het chañch kazi tra ebet war aozadur Frañs 3 a live Frañs ha monet war-zu gwir chadennoù skinwel rannvroel e-lec'h ur chadenn skinwel kreizennet mik eo bet embannet ivez e vefe atizet « prouadiñ chadennoù skinwel klokaat, gant tiriadoù lec'hel prest d'hen ober, lec'h ma vez ur gwir idantelezh evel Breizh »

D'an 8 a viz Even e oa bet aozet gant ar strollad Ai'ta ! un devezh ispisial o vodiñ tro 1000 den e manezioù Are evit diskleriañ hor gwir da gaout ur gwir media brezhoneg (TNT, VOD, streaming, internet..) skignet war Breizh 5 departamant !

Kroget e oa bet ar vanifestadeg gant un daol grenn gant politikerien ar vro (kannaded evel : Paul Molac, Jean-Luc Bleunven, Lena Louan, besprzidantez ar rannvro, Christian Troadec maer Karez) ha tud e karg eus ar c'hleweled e Breizh war an tem : « Penaos mont war-raok war plas ar brezhoneg er skinwel ? ».

E-pad ar c'hendiviz e oa bet lakaet ar gaoz war skouer ar chadenn skinwel Bro Skos BBC ALBA, krouet e 2008, gant Margaret CAMERON, renerez ar programmoù, pedet gant ar strollad Ai'ta !

Kevelet gant MG ALBA, aozadur gouarnamant bro skos evit diorren ar c'hleweled e gouezeleg hag ar BBC, e vez meret ar chadenn-mañ. Seurt kevelerezh a seblant deomp ur skouer evit Breizh evit sevel ur raktres etre ur rouedad skinwel a live Frañs , France Télévisions hag un aozadur a live Breizh.

Krouet evit 60 000 gouezelour e vez sellet ouzh ar chadenn gant ur c'heitad a 700 000 den bep sizhun. Skigniñ a ra a bep seurt abadennoù (keleier rannvro hag etrebroadel, abadennoù evit ar re yaouank, filmoù, teulfilmoù , sport, sonadegoù…) istitlet e saozneg. Ur chadenn skinwel, ur radio hag ur savenn internet eo BBC ALBA evit ur budjet 25 M¤.

Bremañ eo bet embannet disoc'hoù an danevell Brucy, eo dav d'an dilennidi ha tud e-karg eus ar c'hleweled e Breizh da vont war-zu an ober : ur gwir media a-vremañ gant un niver bras a eurvezhioù brezhonek diwar skouer BBAC ALBA evit e vont en-dro.

Diaes e vefe kompren ne vefe ket lakaet e bleustr un dra fetis dindan berr dirak ar youl diskouezet get ar vretoned hag ar vretonezed a-benn tapout ur benveg a-bouez evit dazont ar vro, he sevenadur hag evit he yezh.

Document PDF Danevell Brucy diwar dazont Frañs 3 . Source :ministrerezh ar sevendur
pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons