Kevre Breizh a salud labour Alphonse Arzel evit ar Vro hag en un doare ispisial ar stourm kaset war-raok gantañ o nac'hañ asantiñ e vefe saotret hon aodoù hag o sevel prosez d'ar Standard Oil daoust da renerien ar Stad C'hall o dije karet mirout outañ.
Kevre Breizh a salud ivez an den dilennet e-barzh ar CELIB hag ar brezhoneger a-vihanig hep aon d'ober gant e yezh er vuhez publik koulz ha prevez, hag en deus roet e skoazell bepred evit ma vefe anavezet ar brezhoneg ha kaset war-raok war bep tachenn ha da gentañ er skolioù, pe gant Diwan pe gant ar skolioù publik ha prevez.
E youl divrall a rank bezañ ur skouer evidomp Bretoned pa rankomp bepred difenn hor gwirioù reizh ha diazez.