Alternance Parentale Responsable Egalitaire après Séparation
Le 18/12/2005
Barnerezh digoust evit gwragez e Lanuon,
Plec’h omp o vont ? Ni a zo bretoned ha hon sevenadur ra e-vez doujañs douzh ar plac’hed muioc’h evit e-vez partoud e lec’h all e Frañs !
N’c’houlomp ket dont evel an amerikaned. C’hoant hon eus da zerc’hel hon sevenadur da vévan. E bro Amerika an aferiou barnerezh n’int ket nemet aferiou arc’hant. N’eus ket nemet sell an télé evit gwellout se bemdez !
Arc’hant ! Aze eman an taol ! Hidiv e Frañs erruet eo ar konvers ar barnerezh ivez.
Bez zo muioc’h muian aferiou diwar medisinerezh, labour ha surtoud diwar an dispartiou familh.
Ar varnérien a zipleg al lezenn ha a-boe 30 bloaz e-vez privilijet ar merc’hed peogwir e-vez roet ar vugale dezhe (da 90%) pe vez an disparti.
An avokaded e brofit douz se ! Aeset eo evite gounit arc’hant gant an aferiou se. Evite n’eus ket nemet konfortiñ ar merc’hed ha o deus sonjet en em separiñ !
Difent e ra an avokaded paotred ha merc’hed memes kont, ne ra ket vorzh ma gouneont pe golleont an arc’hant erru bepred.
Setu perak e-vez digoust kusuliadennou kentan gant avokaded. Gwellet e-vez bruderezh evite paeet gante un tamm partoud (kazetennou, skingomz …). Met disadorn, e Lanuon, an taolennou ker rae bruderezh evit kusuliadennou digoust en ti barnerezh evit reizh har merc’hed. Ma n’eo ket an bruderezh digoust se?
Bez zo trawalc’h gwalleuriou evel-se e-barzh ar familhou breman, n’eus ket ehom konfortiñ an dud da vont e-barzh ar barnerezh !
N’c’houlomp ket reiñ hon arc’hant d’an dud ar barnerezh ! Gwelloc’h e-vefe lakat anezhe e-barzh ar „sokial“ evit sikour an dud hag o deus ar diaesamantou se, evit chom assamblez martese, pe en em glevout gwelloc’h stumm, evit ar vugale d’ar vihanan !
Gant doujañs
Ar prezidant APRES B.CHAPALAIN