Kalz a dud a zo bet o vresañ pavezioù ar gêr gapital d'ar sul 13 a viz Genver.
En o zouez e oa un nebeut tud o vanifestiñ e brezhoneg. Un degemer c'hwek o deus graet dezho izili Emglev An Tiegezhioù Pariz gant son ar binioù mar plij, en un aergelc'h laouen-tre.
Manifestiñ e brezhoneg a zo ar gwellañ d'ober a-benn lakaat c'hwenn e loeroù ar re a zo e soñj dinaturañ gwir ster ar Briedelezh. Piv en defe c'hoant, ma c'hoarvezfe gantañ mervel, e vefe advabet e vugale gant pared heñvelrev ?
Tu ez eus da welout muioc'h a luc'hskeudennoù war (voir le site)