Goude daou zevezh abadennoù e nav skol, setu liseidi Diwan Karaez, ar "Stroll ha diroll", o tont da ziskouez o labour leurenniet gant Pascal Cariou, er maez, dindan an heol, war Blasenn ar Parlamant. Evit ar vugale, ar re vras hag ar re vunut, evit tout an dud !