Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Lettre ouverte -
LA LA LA LA LA… war un ton (re) anavezet.
LA LA LA LA LA… war un ton (re) anavezet. Deomp ta’ bugale, deomp ‘ta war an aod….. Stop ! Bremañ e vez ret kanañ “allons enfants de l’apatrie”! Ya, ya, skolaerien Diwan evel ar re all a ranko deskiñ d’o skolidi ar " Marseilhez " ! Dav e vo d’ar Vretoned
Par Jacques-Yves Le Touze pour SLB le 6/09/05 16:10

LA LA LA LA LA… war un ton (re) anavezet.

Deomp ta’ bugale, deomp ‘ta war an aod….. Stop ! Bremañ e vez ret kanañ “allons enfants de l’apatrie”! Ya, ya, skolaerien Diwan evel ar re all a ranko deskiñ d’o skolidi ar " Marseilhez " ! Dav e vo d’ar Vretoned yaouank, evel d’o mignoned skoliataet e bro c’hall, deskiñ penaos ez eus, hervez bro gwirioù mab den, tud gant gwad dic’hlan! Lod a lavaro eo dav lakaat an destenn en he c’houlz evit kompren anezhi... Mistri Pariz moarvat ne soñj ket dezho ken ez eus gwad dic’hlan, penaos e c’hallfe Zidane hag e gensorted gwiskañ ar roched glas ‘mod all. Ne lârfen ket ar memes tra eus o doare da welet ar sevenadurioù all, pe ar yezhoù all, an holl a oar eo ar galleg yezh uhelañ ar bed…. Petra ‘lavaro prezidant Diwan ma vo divizet gant ar stad eo ret lakaat ar skolidi da saludiñ an tri liv bep mintin ? Moarvat e vo lakaet uheloc’h c’hoazh e skolioù Diwan evit bezañ reizh, ken kas e vefe posubl bezañ ebarzhet en deskadurezh stad ! N’eo ket e stouañ ar penn (evit chom seven) ur wech ouzhpenn e vo lakaet an traoù da vont war-raok. Evit gwelet disoc’h politikerezh ar sevended hag ar c’hoant da nompas feukiñ ar bolitikourien eo trawalc’h mont da welet e peseurt stad emañ Lise Diwan Karaez pe skolajoù Ar Releg, Treglonoù pe Gwened, lec’h ma vez ret berniañ ar skolidi gwashoc’h eget sardin en o boestoù. Un nebeud skolioù kentañ derez a zo ivez en ur stad mantrus. SLB Sindikad Labourerien Breizh a embann sklaer bezañ a-enep deskiñ d’ar skolidi, Diwan pe skolioù all, kan broadel(our) ur vro he deus bepret graet pep tra evit mougañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Skoazellet e vo ganeomp ar skolerien, a nac’ho kemer perzh en oberenn heugus-mañ.

Evit SLB, Fulup Kere.

Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1219 lectures.