Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Frederik Mitterrand : veni, vidi, vici ...
Banniel Breizh, festival etrekeltiek, CRSed : sioul ha sentus eo bet an dud.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 14/08/11 1:24

Banniel Breizh, festival etrekeltiek, CRSed : sioul ha sentus eo bet an dud.

Telennoù hag arvesterien sioul en diabarzh gant tri arzour brudet eus Iwerzhon, Skos ha Breizh. Un den brudet ganto ivez, evit meur a abeg : e penn ar Sevenadur e Bro-C'hall emañ, bet o weladenniñ gouel kan ar vartoloded da vintin e Pempoull, ha goude-se ar festival brasañ a zo e Bro-C'hall : emvod ar Gelted en Oriant.

Hag en diavaez, archerien prest da vont a-enep un dornad tud (etre hanterkant ha kant, lakaomp), nann-feulst, o c'houlenn nebeut a dra, o c'houlenn just un draig : ha ma vefe, un devezh bennak, doujet da wirioù Mab-den er vro, krouet ganti, pell' zo, gwirioù Mab-den, just a-walc'h ?

E Calais, e Taiwan, en Afghanistan, e vez flastret gwirioù ar pobloù bihan bemdez, frankiz an dud o deus c'hoant, gant gwir abeg, komz yezh o bro, hep kaout kement a drubuilhoù, kement a skoilhoù, kement a ziaesterioù ...

Kaset e vez ar repuidi da sutal, gwallgaset ha toullbac'het e kampoù Roazhon gant bugale vihan, gant ar memes re, CRSed gwisket gant livioù ar republik, diazezoù ar republik : breudeuriezh, ingalded, ha frankiz.

Polis pep lec'h, justis ... anevezout a rit ar pezh a zo da-heul.


Komzoù kan Danyel Waro

"Stlakit ho taouarn, dañsit mammoù

Stlakit ho taouarn, dañsit

Stlakit ho taouarn, dañsit mammoù,

Ho pugale zo saveteet.

Hiziv e lârez

emañ da vugel deuet a-benn

Komz ' ra brav ar galleg

abaoe m'emañ divroet

Harp da vlejal 'ta

m'eo dilezet ar parkeier

Stlakit ho taouarn,, dañsit bourc'hizien

Stlakit ho taouarn, dañsit

Stlakit ho taouarn, dañsit bourc'hizien

plijus eo an dilabour.

Lâret ' ra ar binvidien

'vez eürus an den dilabour

Int a zo o skodenniñ

evidomp-ni al lezireien.

Cheñchomp penn d'ar vazh

ha ne gavec'h ket se ken fentus.

Stlakit ho taouarn, dañsit kamaraded

stlakit ho taouarn, dañsit

Stlakit ho taouarn, dañsit kamaraded

Cheñch ' raio an traoù

Degouezhet Miz Even,

E oamp o vont da c'hounit, bremañ eo graet,

Sur omp da chom Gallaoued

Paouezet evel gleped da huchal

e vo kemmet an traoù er Reunion "

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1213 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 3 commentaires
Gilbert Kerouanton Le Dimanche 14 août 2011 22:55
Gwirioù mab-den a oa bet krouet gant tud eus ar Stadoù Unanet.
Goude ma oa bet lazhet, boureviet, laeret miliadoù a dud gant tud foll da stagañ (An Dispac'h Meur, c'hwi 'oar), e oa bet kavet mat ganto laerez ar mennoz-se digant an Amerikaned , ha klask lakaat da grediñ e oa bet ijinet ganto.
Penaos e c'hellfe ar pennoù-chatal gros -se(ar re a rene al lazhadeg meur anvet "dispac'h gall") bezañ bet gouest da ijinañ seurt tra? Ar c'hontrol mik eus doujañ ouzh gwirioù mab-den he deus graet Bro-C'hall e pep lec'h hag e pep amzer, hag e kendalc'h, hag e kendalc'ho!
N'hon eus netra da c'hortoz digant bro an enep- gwirioù mab den. Savomp en-dro hon ekonomiezh, hor sevenadur , hor skolioù, hon enor, adkavomp hor gwir istor, bet laeret diganeomp. Ha paouezomp da huñvreal, rak skuizhus e teu da vezañ!
Digas a ran da soñj, d'ar re ne ouezont ket, ha d'ar re a ra van da nompas gouzout , n'eo ket bet staget hor bro ouzh BroC'hall, biskoazh! Rak feur-emglev 1532, n'eus ket anezhañ dre ma ne oa ket bet doujet ouzh ar reolennoù ret evit sevel ur feur-emglev . Bez ez omp 'tao , diouzh ar Gwir Etrevroadel, ur stad dieub ! Ar re o dije c'hoant da c'houzout hiroc'h a c'hell skeiñ war Google : Melennec Louis traite de 1532... hag a c'hello lenn pep tra bet skrivet gant al lezennour gouiziek bras-mañ.
"Stourm meur ar vro"(Glenmor) a gendalc'ho bremañ war dachenn ar Gwir Etrevroadel. Poulzit ar re varrekañ eus hor studierien yaouank da studiañ ar Gwir war ar memes tro hag an Istor. Ezhomm hon do eus o gouiziegerzh da vont pelloc'h ganti
(0) 
Yves Le Vendredi 26 août 2011 17:51
Demat deoc'h. Ne welan ket re vat petra o deus tud « Calais » da welout gant stourmoù ar pobloù bihan evit o yezhoù, nemet hag anv a rafec'h diwar-benn ar chtieg, evel just. Met n'eo ket sklaer-sklaer an traoù ganeoc'h, digarezit ac'hanon.
Evit a sell an Afganed, anat eo o deus droed an Dalibaned da vac'homañ o merc'hed e peoc'h, burka hag all : eveldoc'h emaon a-du gant liesseurtegezh ar sevenadurioù, dreist-holl p' en em lakaont da vleugniañ e karterioù zo e Breizh « ar pemp departamant », a zo kaeroc'h ! Ha na rit ket ur gouennelour ganin, mar plij. Re aes e vefe. Kalz re aes.
(0) 
François Le Breton Le Samedi 27 août 2011 12:32
Me 'blijfe din gwelet muioc'h a boliserien er c'harterioù 'zo anv diwar o fenn gant Yves. Breinet int gant trafikoù a bep seurt hag an disevended. Met aes eo kompren eo normal lakaat poliserien evit surentezh ur maodiern, memes m'eo Gall, surtout pa vez tud o vanifestiñ e-kichen. Ma vefe Breton 'nehoñ (matren 'vo un deiz) e vefe ar memes tra. Ezhomm 'vo poliserien en ur Vretagn dieub i'e !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons