Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Glenmor an disuj : kan an hiraezh ...
Ken stag ouzh kalon ar Vretoned o deus anavezet anezhañ eo start mont a-enep ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/08/11 10:29

N'on ket bet plijet. Anat, ur sapre labour e oa, labour enklask, dastum dielloù, fotoioù, pennadoù kazetennoù, testennoù Zavier Grall, enrolladennoù kozh, labour bodañ kement a dud o deus anavezet anezhañ...

Anat e oa ur brav a labour gant ar sonerien, mouezh dispar Andrea ar Gouilh, fent Yvon Étienne, fent strollad ar Vro Bagan a oar mat dibuniñ testennoù brav ha leurenniet mat.

Petra a vanke neuze ? Ur c'hwezh, ur from. Re hir, re bounner, re lennet. Amzer ebet evit an arvester d'ober e hent, amzer ebet evit stlakañ an daouarn goude pep prantad kanet (adkroget e veze diouzhtu gant ar c'hoariva hep teurel kont eus c'hoant an arvesterien da enoriñ an dud o doa sonet ha kanet), re verr kanaouennoù Glenmor ha re hir ar pennadoù komzet, re izel ar mouezhioù goude bezañ klevet kanerien gant mikroioù ...

Re hir, anat. Hiziv an deiz, e pad un abadenn un eurvezh hanter d'ar muiañ. Perak chom teir eurvezh hanter neuze ? Kement a draoù a zo da lavarout diwar e benn ? N'eo ket gwelloc'h dibab nebeutoc'h a bennadoù ha leuskel ar plas da selaou e vouezh ?

Pedervet abadenn an Dihunerien. Gant Grall ' oan bet fromet : Yvon le Men o vevañ "Solo" eus an diabarzh, ur barzh oc'h enoriñ ur barzh all. Gant mouezh ar re a gane. Gant buhez pemdez Zavier e Sarcelles gant e strollad merc'hed. Met Glenmor, petra a vanke dit ? Da sigaretenn ? Tud fuloret eveldout e lec'h tud sioul ha sentus. Re a hirvoud a zo, re nebeut a youl evit an dud. Barzhed a zo da vezañ lennet bemdez, skrivet bemdez. Leo Ferré a lavare dija : "les plus beaux chants sont ceux de revendication".

Trawalc'h gant an amzer dremenet, Glenmor a vevo ma vo kanet hiziv pozioù a gan en divskouarn ar re yaouank ha pobl Breizh, gant kudennoù a-vremañ.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 3 commentaires
Yann Saîg Karadeg Le Mardi 9 août 2011 13:34
Setu ur bagad brav...
Milig ar Skanv, Leo Ferre, Xavier Grall, Jorj Brassens e kichenn Kadoudal, Jakez Brel an tu all d'ar gorre
Hag ur bern ar re yaouank..!
Ken plijus a vo bremaik!
(0) 
Pol Kerneiz Le Mercredi 10 août 2011 11:07
Seurt lidou n'int netra 'med koun ha diskoun, Glenmor en doa boulc'het ur wenojenn deomp, pelloc'h eget ar c'hleuz... hag e chomomp da c'henaoui dirag al leur !
(0) 
E. VIT Le Mercredi 30 novembre 2011 01:30
Seurt artikloù n'int ket a feiz ha na pegen didalvez seurt videoioù evit Breizh. Pouezus an deskadurezh da c'hellet sevel kritikerezh.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons