Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
An haiku displeget gant Malo Bouessel du Bourg : barzhoneg berrañ ar bed
Penaos skrivañ haikuioù ha doujañ da hengoun Japan ? Penaos lakaat barzhed Breizh da grouiñ skeudennoù nevez dre implijout teir linenn nemetken ? Setu respont Malo.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 1/03/11 22:27

ABP- E Banaleg, 'poa roet peder reolenn da heuliañ a-benn sevel gwir haïkuioù, gallout a rafes, buan a-walc'h, lavarout petra eo ar peder reolenn-se ?

MBdB - Da resisaat an traoù em eus komzet eus teir reolenn furmel ha peder reolenn nann furmel a denn da spered an haïku.

An teir reolenn furmel a zo anavezet mat daoust ma ne vez ket doujet dezho peurvuiañ, hiziv an deiz. Klasket em eus diskouez eus pelec'h e teue ar reolennoù diazez-se ha petra a zegasent d'an haïku. Rak , hervezon, goude ma ne glot ket spered an haïku gant doareoù an “Akademi”, n'eo ket mat kas d'ar blotoù ar reolennoù-se anez intent mat o spered don.

Setu an teir reolenn furmel neuze :

1) Ar werzaouriezh : 5 troad/7 troad/5 troad. Dres ar pezh a c'hell unan distagañ en un ten anal. Mentadur anal ar vuhez an hini eo.

2) Implij ur ger a vare-bloaz (kigo) , evit gwriziennañ an haïku er vuhez pemdeziek hag e emdroadur diastal an natur hag an ene.

3) Implij un troc'h-werzenn (kiregi), kement ha merkañ santad an estlamm ha degas lusk ha nerzh d'an haïku.

Hag ar peder reolenn (n'eo ket klok al listenn evel-just) a denn da spered an haïku :

1) Ar fent hag an doareoù dichek : a-enep barzhoniezh tri mil gempennet ha rikamanet ar vegenn hag al Lez e oa en em ledet an haiku e-touez ar vourc'hizien hag an dud vunut e Japan.

2) An skañvded (Karumi) hag ar freskter (Ada), kement ha reiñ un tañva eus ar berus m'eo ar vuhez.

3) An dienez (wabi), a saver diwarni ur varzhoniezh diginkl a-zivout traezoù uvel : sandalennoù kozh, skudelloù darniet…

4) Ar verglenn (sabi), a santer diwarni an amzer o tremen, ar marv oc'h ober e annez e pep tra.

ABP- Ar brezhoneg hag an haïku : piv eo ar skrivagnerien ? Penaos e vez implijet ar brezhoneg evit skrivañ haïkuioù ? Peseurt re a blij dit kalz ?

Un toullad skrivagnerion vreizhat o deus savet haïkuioù : Youenn Brusk, Paol Keineg, Maï-Ewen, Fañch Peru, Bernez Tangi… Dre vras ne zoujont ket da vat da reolennoù diazez an haïkuioù, met klask a reont tapout spered an haïkuioù avat. Maïwen ha Bernez Tangi a blij din o haïkuioù. Hemañ, gant Bernez Tangi, da skouer :

"Delioù sec'h strewet

War hent ar stêr

Koshaat."

Ar Vreizhiz a blij dezho ar stummoù berr pe uvel : rimadelloù, krennlavarioù, chapelioù bihan, kalvarioù, feunteunioù… Ar mousfent goapaus ha santad an natur a zo perzh eus hon identelezh ivez. N'omp ket gwall bell diouzh spered an haïkuioù neuze.

ABP- Bezañ rener Produet e Breizh hag ur barzh a zo bezañ en ur bed ekonomikel hag en ur bed arzel a glask ar baourentez hag ar pep pouezusañ, pell diouzh an traoù da werzhañ… Penaos e rez al lamm etre an daou ved-se ?

MBdB - Pal Produet e Breizh n'eo ket gounit arc'hant, met diorren al labour e Breizh, dre reiñ lañs d'an embregerezhioù ha d'ar sevenadur. Met ar wirionez a zo ganit, n'eo ket ar memes tachenn. Diaes a-walc'h eo kavout amzer, kavout nerzh ha kavout un didrouz hir a-walc'h evit sevel barzhoniezh.

Ha koulskoude, e mod-se emañ, ezhomm am eus eus ar varzhoniezh evit chom bev. Na bout e ve dre hentoù treuz ha kammigellek, e tizhan chom e darempred gant ar varzhoniezh. Ha te oar, bed ar stalioù hag an embregerezhioù n'eo ket ur bed estren. Pell emaomp diouzh an natur, met e-touez an dud emaomp, hag a bep seurt tud.

Ur sapre skol eo. Skol ar gevredigezh ha skol ar vuhez an hini eo. A-hend all, n'eo ket ar baourentez eo a glask an arz, met ar wirionez kentoc'h, dre hanterouriezh ar fromoù hag ar gened. Ha c'hoazh : gwirionez ar goulennoù, kentoc'h eget gwirionez ar respontoù.

Aesoc'h eo tizhout ar wirionez dre ar baourentez eget dre ar binvidigezh, met ar baourentez n'eo ket ar pal. Hag erfin, ar baourentez a vez kavet e pep lec'h. Paourentez e-keñver ar binvioù danvezel, evel-just, met paourentez ar garantez ivez, paourentez ar fiziañs, paourentez ar spered, ha, pa vo lavaret, breskadurezh pep den. Kement-se a glask tizhout ar varzhoniezh, d'am soñj.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons