Pevar strollad a zo bet meneget e abadenn Tracks, war Arte. E touez anezho, ur strollad deus Lannuon, leun a startijenn, gant komzoù stourmerien evit ar vro, evit ar brezhoneg, evit al labour douar a zouj ouzh an douar.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 26/01/11 0:50
Ur strollad gant ur c'haner, daou gitarour, un tambouliner, div blac'h a ra trouz er mikro. Hag ur video e fons ar sal gant skeudennoù a bep seurt. 150 den yaouank bodet e tavarn "Pub tad kozh". Un tavarnour eurüs, o servij bier nevez fardet gant Visant, ar bier "Taol Kurun". Kanañ a reont e galleg, brezhoneg ha galloeg.
Pebezh startijenn ! A-enep ar faskourien, a-enep an agrobusiness, evit ur vro digabestr eo Trouz an Noz. Strollad politikel en ur mod. Niko, e penn ar strollad eo labourer douar bio. Ouhzpenn ar sonerezh rock a zo gant ar re-se : ar c'hoant da lakaat ar re yaouank emskiant deus ar pezh a vez bevet er vro.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....