E kenlabour gant kumun Paoul ha Plevin hag Ofis Publik ar brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Aodoù-an-Arvor, d'ar Meurzh 30 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh-Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ e Kenstrollad pedagogel etrekumunel Paoul-Plevin e 2011.
Gant an it. Annick Lescrenier, Ensellerezh an Deskadurezh-Stad ha Gaëlle Le Bourdonnec, Ensellerezh an Deskadurezh-Stad 1añ derez war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc'het e vo an emvod-se er sal liezimplij Plevin d'ar Meurzh 30 a viz Du da 6 eur g.m..
Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Erwan ar C'Hoadig, Ofis Publik ar Brezhoneg
- Pgz : 02 98 99 30 16 – Postel : erwan.koadig [at] ofis-bzh.org