Disadorn 23 a vizGouel Mikael (Here), da 8e45 da noz e vo kinniget ur pezh c'hoari e brezhoneg e Pluergat : Diwall er festival !
Goude « An Oaled » (Roparzh Hemon), « Troioù kamm Skapin » (Molière), « Malachap story » (Obaldia), ar Strollad C'Hoarivari a ginnig ur pezh c'hoari skrivet gete : « Diwall er Festival ».
Ur serial killer a zo er Festival : lazhet eo bet getañ 5 penn-soner (ar vre vrudetañ : Kemper, Lokoal-Mendon, Cap Caval ...) ha den ebet ne ouia piv en deus graet an torfed : ar paour gaezh gomiserez ne za ket a-benn da gaout un diskoulm. Seizh c'hoarier, ur burev er c'homiserdi a ziskouez mat bed ar polis hiziv an deiz. Ambians ar festival get sonerezh binioù bras klevet ingal, pennadoù fentus a ziskouez ul lodenn vat deus tud ar festival a blij dezho riboulat, kanañ, mont d'ar c'hoop bio, ha bevañ gant nebeut a dra. Ar pezh c'hoari a zo bet skrivet a-stroll (4 skrivagner).
Lec'h : chapel sant Servais, kreiz borc'h Pluergad. 4 €.
Abadenn kinniget get Ti Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58.