Un abadenn veur e vo hini ar « Café Breton » d'ar meurzh 2 a viz Du, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest.
Kinniget e vo « Les Monologues du Vagin » troet e brezhoneg gant Ninnog Latimier. Deuet eo neuze levr brudet an Amerikanez Eve Ensler da vezañ ivez « Ar Forzhioù a gomz ». ( voir notre article )
« Ar forzh » : ya, evel-se e vez skrivet e-barzh ar geriadurioù… Ne oa ket komzet alies eus an traoù-se gwechall e maezioù Breizh. Ha gerioù zo evit kaozeal eus forzh peseurt plijadur pe boan ar c'horf e brezhoneg ?
Deuit da glevout, hag e ouzoc'h ! Meur a bajenn a vo lennet gant Ninnog Latimier hag ur gomedianez.
E brezhoneg penn da benn.