Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Abadennoù kentañ Eden Bouyabes e Brieg
War-lec'h bezañ bet degemeret war leurenn an Alize e Gwipavas hag hini ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez, emañ an Teatr Piba o paouez en em staliañ 'barzh sal an Arthemuse e Briec. E fin e fin ur prantad labour diwezhañ war al leurenn brav-se e vo kinniget e abadenn nevez eno d'an 29 ha 30 a viz Gwengolo.
Par Thomas Cloarec pour Teatr Piba le 26/09/10 17:16

D'an 29 ha 30 a viz Gwengolo.

Ul lec'h gant harzoù ha n'int ket sklaer an hini eo. Ur c'hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c'hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n'eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c'harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi.

Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec'h m'emaint, etre daou, betek an dremenvan. N'int ket « deus du-hont » , na deus lec'h all, eus lec'h m'int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n'eus forzh pe hini en o Breizh houarn dezho ha n'he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket faoutr kaer.

Dindan o zreid e touaront ar re varv, n'eus forzh deus pelec'h e oant deut. Pardoniñ a reont d'an holl bec'herien, aozañ a reont planedennoù meur d'ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.

C'Hoariet e vo d'ar merc'her 29 a viz Gwengolo, e 8e30 noz ha d'ar yaou 30 a viz Gwengolo, war leurenn an Arthémuse.

Mirit ho plasoù en ur bellgomz d'an Arthemuse : 02 98 57 79 33

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons