SKOLAJ BENAC'H ALOUBET
E skoazell en deus roet al luskad EMGANN d'an dud a stourm evit e vefo digoret un hentenn divyezhek publik e skolaj Benac'h.
Ur wezh ouzhpenn e klask an Deskadurezh vroadel c'hall reiñ urzhioù deomp, dre he dibaboù a zo muioc'h abegoù politikel evit arguzennoù argant, o terriñ he ger kent.
Ur wezh ouzhpenn e klasker mougañ ar brezhoneg e servij publik an deskadurezh, o lakaat en arvar al labour sevenet a-hed bloavezhioù ha bloavezhioù.
E Benac'h eo ken splann ar youl a-enep-se dre ma weler emañ pep tra e plas evit ma kendalc'hfe degadoù a familhoù gant o dibab pedagogel en eul derez : -Ul lec'hiad a bouez (111 bugel) -Kresk dizehan -Ar yezh a zo diazezet mat tro-dro -Ur skolaerez varrek ha prest da labourat…
Petra c'heller lavaret ouzhpenn eus an dispriz-se ouzh ar c'hevredigezhioù, dilennidi, ha tout an dud a-du en tro-war- droioù ????
N'eus nemet Breizh hag e Fobl, ur wezh gouest d'en em zibab o-unan, a ray al labour dindan berr-, krenn- hag hir-dermen a zo da ober evit hor yezh.
Emgann-MGI BP 70215 22202 Gwengamp cedex. (d'an 08 a viz ebrel 2005)