Mona merc'h Paskal stourmerez evit ar brezhoneg eveltañ.
- Disparition -
Paskal Boccou zo aet d'an Anaon
Ret e vo da Vona ha d'he familh bezañ kalonek : aet eo kuit Paskal kalz re vuan. Kement a draoù en doa d'ober c'hoazh ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 23/09/10 19:10
Glac'haret ar mignoned ha bed ar vrezhonegerien, gant ar c'heloù mantru-mañs : marv eo Paskal Boccou war an hent pa oa o vont da vakansiñ e kreisteiz bro C'hall.
Den ebet ne c'hello disoñjal mousc'hoarzh ar paotr, aozer ar Redadeg, e kroaz-hent ar micherioù e Karaez, dirak an Ensellerezh Akademiezh evit kaout postoù skolaerien e rummadoù divyezhek Douarnenez, pe o servij gwin mat e festival Douarnenez.
Stourmer, komprenet en doa buan-tre e oa d'ar Vretoned da gentañ da zifenn o yezh, o sevenadur hag o ekonomiezh. Kenavo Paskal, gant ma vo stourmerien all ken barrek ha te, stourmer an disheol ha kamerad feal !
Cet article a fait l'objet de 1548 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....