photos/19/19617_1.jpg
- Agenda -
Tro dro Roc'hennoù an Diaoul : ur valeadenn dispar
Tro Menez Are, emit-hu ? Ya, met sklerijenn miz Gwengolo war sterioù Traon Kerne, klask gwelout un eog o lammat, roudoù un dour-gi, pignat etre an Naig hag ar sterioù
Par Fanny Chauffin pour ABP le 31/08/10 15:26

Tro Menez Are, emit-hu ? Ya, met sklerijenn miz Gwengolo war sterioù Traon Kerne, klask gwelout un eog o lammat, roudoù un dour-gi, pignat etre an Naig hag ar sterioù bihan a vez e pep lec'h, n'eus nemet e bro an Ele, e c'hellit ober gant Tro Dro Roc'hennoù an Diaoul.

D'an 12 a viz Gwengolo e vo graet tro parez Lokunole ha Kerien, gant baleadennoù a bep seurt, hag e vo moien, evit ar wech klentañ, treuziñ ar stêr evit gwelout roc'hennoù an diaoul deus an daou du (kostez Kerien, ha kostez Gwellegouarc'h).

Dizoloet e vo un diaoul kuzhet mat gant ar vugale, sonerien a vo war an hent, buhezourien Natur, hag abadennoù a vo en iliz gant kanaouennoù e brezhoneg, sonerien, hag ur fest deiz da echuiñ evit diskuizhañ an treid o do graet etre 5 hag 20 km !

Cet article a fait l'objet de 1087 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons