Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Sant Malo hag e vag
Sant Malo hag e vag
- Dépêche -
Ar sent o reiñ buhez d'ar vro ?
Glad Piv n'en deus ket klevet komz deus "Traonienn ar Sent" ? Setu ar raktres-se deuet da wir.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 19/08/10 17:56

Nepell zo c'hoazh ne oa nemet ur raktres. Met mont a ra raktres “Traonienn ar Sent” war-raok a gammedoù bras.

A-ratozh kaer eo bet digoret chapel vihan Sant Weltaz evit ma c'hellfe Raphael Vallery, kelenner hag istorour kas e brezegenn da benn diwar-benn donedigezh ar Vretoned en Arvorik. Dirazañ, staliet war bankoù, ur c'hant bennak a dud, deuet da glevet doare eus Sant Sadorn hag ar re all a-raok loc'hañ evit ur bourmenadenn gant Muriel Brizai. 200 metr pelloc'h zo tud all, war tosenn Sant Weltaz, oc'h ober tro ar voudenn feodel kelc'hiet gant ur foz don, ha diwallet gant ar 6 delwenn gentañ, unan dre eskopti Breizh, a zo bet staliet eno abaoe bloaz. Aze emañ ar 6 sant kentañ, diazezourien Breizh : Brieg gant e vleiz, Kaorantin gant e besk, Malo gant e vag..., troet o selloù war-zu ar maezioù tro-dro. A-raok pell o do kompagnunezh gant ur rummad all, anezho sent brudet-tre e Breizh evel Santik Du, Santez Anna pe c'hoazh Sant Herbod... Echu ar c'hizellañ evit Sant-Erwan met chom a ra c'hoazh c'hwec'h all war chanter kêriadenn an artizaned,, e Kenekiellek, a ranko bezañ lakaet en o flas d'an 28 a viz Eost. “Tro-dro da gern an dosenn e vint lakaet, hervez ali ar bodad sevenadurel.” a resisa Sébastien Minguy, e-karg eus ar raktres. Ne c'heller lakaat an delwennoù re dost ouzh ar chapel nag ouzh ar c'hamp roman kozh, takadoù gwarezet anezho o-daou. Met n'eo ket ar plas a vank, koulskoude. Un dachenn a 37 ha a zo bet prenet gant an ti-kêr evit reiñ bod d'ar sent kentañ ha d'ar mil all a rankfe bezañ staliet er 25 bloaz da zont.

Ur stal labour

Pelloc'h, nepell ouzh Kenekiellek, ur c'harter tiez kozh brav dilezet, zo buhez e-leizh. E-kreiz un toulompi bras zo c'hwech kizeller eus ar vro, eus Santeg da Bleneuf Val-André, o poaniañ war bep a damm greunvaen 17-20 tonenn. Aze e oant holl warlene, dija, war-bouez kizeller Herbod, Bruno Panas. Eus Breizh e teu an holl vein, eus Ploueskad, An Uhelgoad, Louvigne pe c'hoazh eus Sant-Kareg. Un doare eo ivez ar chanter da vrudañ micherioù ar c'hizellañ. “A-bouez eo seurt chanter evit deskiñ buan” eme Norbert Le Gall, un deskard deuet eus Brest gant ar soñj mont war ar vicher. “Kozh eo lod eus ar gizellerien ha prederiet int gant ar stummañ yaouankizoù war o micher”. N'eus ket ur bern chanterioù bras a seurt-se evit deskiñ ar vicher. “ Un darempred diazezet war an energiezh eo ar

c'hizellañ. Kalet eo an danvez a vez labouret met kizidik e rank bezañ ivez ar c'hizeller. Un arzour eo.” a zispleg David Puech, eus Plougreskant, kizeller Paol ha Gweltaz. “Mont pelloc'h eget an objed eo an diaesañ. Reiñ buhez d'ar maen, lakaat un ene da ziwan a daolioù kizell.”

Deuet da wir

Ar pezh a seblante bezañ ur raktres foll a zo o tont da wir. E 2011 e vo kizellet 8 delwenn nevez, en o zouez 5 delwenn vras, unan dre zepartamant, evit enoriñ Renan (29), Nolwenn (56), Tugdual (22), Meen (35) ha Clair (44), bodet holl dindan ur memes raktres : pemp delwenn vras evit ur Breizh. Evit ar bloavezhioù goude eo krog ar gevredigezh “La Vallée des Saints” da dreiñ war-zu ar c'hêrioù hag an dud war o anv, da welet hag-eñ e fell dezho sikour sevel delwennoù. Lañset mat eo dija raktres Sant Karanteg ha Sant Idi, e-kichen Montroulez.

Ouzhpenn reiñ buhez d'ar sent e fell da vignoned Sébastien Minguy ober. Gant ar soñj sevel un abati keltiek e 2011 emaint ivez. En diskar-amzer diwezhañ eo aet ur skipailh gant Job an Irien betek Bro-Iwerzhon ha Bro-Gembre da studiañ ar furchadegoù bet graet eno. Ur skol war ar sevel mogerioù gant mein sec'h a grogo hepdale e Sant-Brieg.

E 2010 e oa bet savet ar gouelioù kentañ tro-dro d'ar c'hizellañ, prezegennoù ha fest-noz vras... A-benn bloaz e fell da vignoned ar sent ober gwelloc'h. Kaoz a zo ganto a sevel ur mizvezh buheziñ, eus hanter miz Gouere betek hanter Eost, klozet ma vefe gant sevel ar vein bet kizellet e-pad ar miz.

Pennad tennet deus ar gazetenn sizhuniek 100% e brezhoneg : YA !

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1229 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons