Distro ar brezhoneg e UFR ar Yezhoù e Naoned evit 1 Euro
Dilezennel moarvat eo an diviz ma vo skarzhet kuit ar brezhoneg diouzh Skol-Veur al Lizhiri e Naoned ! Meur a lammadur kentelioù dindan zivizoù heñvel a zo bet nullaet gant al Lez-Varn Velestradurel. SKRABELAOU, kevredad ar studierien brezhoneg e Naoned, zo ur c'hevredad dibolitikel hag e bal eo kas war-raok ar sevenadur breizhat ha kelenn ar brezhoneg er Skol-Veur. Divizet hon eus degas ar gudenn dirak ar justis. Evit-se, ret e vo dimp kavout 3000 Euro a-raok kreiz miz Mae 2005. Ma vo roet nemet 1 Euro gant pep hini en deus c'hoant ma teuje ar brezhoneg en-dro, e vo dastumet a-walc'h a arc'hant ha tu vo da aozañ ur prosez. Bezomp efedus, deut eo ar poent ! An holl, ar c'hevredadoù en o zouez, a c'hell reiñ muioc'h. Tamm-ha-tamm e vo graet e vragoù da Yann. An arc'hant chomet dizimplij a vo restaolet. SKRABELAOU : A.S.B., 24, kae ar Foz, 44000 NAONED Chekennoù e anv Studierien brezhoneg Naoned, Crédit Agricole 27466936000