Ur sadorn lentig a-walc'h, met ur sul gant kalz tud deuet deus pemp korn Breizh. Heol splann war ar gouel gant ar c'hourenerien yaouank, ar familhoù, salons al levrioù un tammig pell. Ur bern traoù kinniget
Par Fanny Chauffin pour ABP le 24/05/10 10:20
Ur sadorn lentig a-walc'h, met ur sul gant kalz tud deuet deus pemp korn Breizh. Heol splann war ar gouel gant ar c'hourenerien yaouank, ar familhoù, salons al levrioù un tammig pell. Ur bern traoù kinniget war un dro d'an arvesterien : peder leurenn disheñvel, domaj evit sonerien n'o deus ket bet a-walc'h a dud, met un aergelc'h a feson gant eskemmoù e brezhoneg forzh pegement. Andrea ar Gouilh, Nolwenn Korbell, Gimol, Egin, danserien dirollet gant ar ganerien, ar strolladoù a-feson ...
Gourc'hemennoù da skipailh aozourien Kawan o deus graet o seizh gwellañ e Kawan deuet da vezañ kerbenn ar vrezhonegerien evit pell, piv oar ?
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....