Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
C'Hoariva gant Strollad Kallag e Ploufragan
Mazheas ar c'higer, ur pezh-c'hoari fentus ha farsus gant Strollad Kallag. Aozet eo an nozvezh gant "Nevez Amzer" deus Ploufragan ha "Oaled Abhervé" deus Sant-Brieg.
Par Christian Le Feuvre pour Nevez Amzer le 14/03/10 14:01

« Mazheas ar c'higer »

Ur pezh-c'hoari fentus ha farsus gant Strollad Kallag e "Salles des Villes Moisan" Ploufragan (22), d'ar Gwener 19 a viz Meurzh da 8e30. Aozet eo an nozvezh gant "Nevez Amzer" deus Ploufragan ha "Oaled Abhervé" deus Sant-Brieg.

1429. C'Hoant en deus Mazheas, ha heñv kiger, da vont da chevalier, ar pezh n'eo ket aezet pa n'eo ket gwall nec'het an dud all gant se…

Un istor marc'heien deus ar Grennamzer eo, met n'it ket da soñjal evit afer-se e vo diskouezet ur gentel istor deoc'h : marc'heien dirollet doare BD pe Monty Python int, disheñvel-tre neuze diouzh ar re a vez studiet er skolioù.

Troet eo bet ar pezh-mañ gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar Histoire de Maheu le Boucher gant Eduardo Manet, ur skrivagner bet ganet e Cuba hag a zo pell zo o vevañ e Bro-C'hall. Priziet e oa bet Maheu le Boucher e Festival Avignon e 1986.

Kalz a blijadur zo da-heul ar pezh-mañ, nerzh ha startijenn gant an aktourien, brezhoneg yac'h ha saourus gante.

Degemeret mat eo gant an holl, bras ha bihan, kozh ha yaouank. C'Hoariet eo bet meur a wech deja : Pondivi, Lopereg, Langoned, Gwengamp, An Oriant, Alre, Karaez, Kallag hag an trowardroioù, ha bezañ 'vo c'hoazh e lec'h all…

Ar sellerien na ouzont ket trawalc'h a vrezhoneg a vez roet dezhe un tamm diverrañ deus ar pezh e galleg.

Padañ a ra 1 eur 30.

Ha ne vez ket kavet hir an amzer !

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons