Skrivadeg 2010 : gant piv e yelo maout ar reizhskrivañ d'ar 6 a viz Meurzh 2010 ?
D'ar Sadorn 6 a viz Meurzh, evit an 12vet bloavezh diouzh renk, e vo lennet ar memes skrivadeg brezhonek e Breizh a-bezh. El Liger-Atlantel ez eus roet emgav d'ar vrezhonegerien e sal an Azginivelezh, 42 straed ar Maladrie e Gwerzhav, da 1e30.
Digoust eo an abadenn. Ditouroù hag enskrivadurioù : 02 40 20 39 74 ou kann [at] netcourrier.com.
Un darvoud evit Breizh
Ar Skrivadeg, a zo anezhañ un darvoud bet ijinet e 1997 gant ar gengevredigezh Emglev Bro An Oriant. E 2002, broudet gant Kentelioù an noz, a ro kentelioù d'an dud deuet hag a ginnig abadennoù dudi el Liger-Atlantel, e voe kinniget ar Skrivadeg e Naoned ha Roazhon evit ar wezh kentañ. Abaoe eo paotet an niver a gêrioù a gemer perzh. Hini 2010 a vo aozet e Gwerzhav, an Oriant, Brest, Kemper, Roazhon, Montroulez. Ken brudet eo deuet da vezañ an abadenn en hon departamant ma erru bepred da gentañ evit a sell ouzh an niver a berzhidi, gant 150 perzhiad warlene !
Ur boelladenn dudius hag etre remziadoù
Ar skrivadeg-se, diouzh mod Pivot, a zo graet evit an holl vrezhonegerien, adalek ar CE1 ha betek oad ar furnez. Tud a bep seurt oad a zeu neuze eus an departamant a-bezh, eus Anjev, Vande, Morbihan hag Ill-ha-Gwilen ivez. Loreidi an troiadoù lec'hel a genskrivo evit ar gourfen a vo dalc'het e Brest d'an 22 a viz Mae 2010 evit Gouel Erwan, fest Breizh.
Ur sonadeg gant Dom Duff !
Deuet eo ar Skrivadeg da vezañ ur gwir fest a vloaz da vloaz. E Gwerzhav, evit reiñ buhez d'an abadenn ha reiñ plijadur d'an holl berzhidi eo ar c'haner folk Dom Duff - o paouez bezañ deroet dezhañ priz Frañs 3 2010 evit ar gwellañ albom - a gaso deomp ur sonadeg e brezhoneg penn-da-benn mar plij ! Muioc'h a geleir war e bajenn myspace : (voir le site)
Pellgargit ar fichenn enskrivadur :