photos/16/16880_1.jpg
photos/16/16880_2.jpg
- Agenda -
16vet Festival Taol Kurun : 9 staj
E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : "Sevenadur pe folkloraj? ". Krouidigezh Lors
Par Fanny Chauffin pour ABP le 12/12/09 16:32

E-pad 15 devezh e vo taolioù kurun o tarzhañ ba bro Kemperle. Dibabet eo bet un tem interessant-tre, met tabutet e vo kredapl : "Sevenadur pe folkloraj? ". Krouidigezh Lors Jouin gant "ar barzh a zo deuet en dro", abadenn Theodore Botrel gant e mab bihan, Renaud Detressan, kaner e Soldat Louis, met ivez labourioù sirius Dastum gant ar pezh a zo bet dastumet e 1939, displeget d'an arvesterien gant Iffig Troadeg. 1000 bugel o selaou kontadennoù, o teskiñ dañsal (kroget o deus abaoe miz Du), o sellout ouzh filmoù e brezhoneg. Evit aozañ ar festival bodet eo bet aktourien ar sevenadur e bro Kemperle : 5 kelc'h keltiek, ha 15 kevredigezh all. Peadra da sevel marteze un Emglev nevez e Breizh. Da gentañ, a-rok reiñ ar program klok ret eo d'ar stajidi lakaat o anv evit ar stajoù da zont :

d'ar sadorn 19/12 : staj haiku gant Mai Ewen e mediaoueg Kemperle da 2eur e brezhoneg hag e galleg (tem ar bloaz-man : an troad).

d'ar sadorn 16 a viz genver :

Molan

- staj c'hoariva forom e galleg gant Chantal Pasquier 9e30/5e30 - staj c'hoariva e brezhoneg gant Tony Foricher 9e30/5e30 - da 5 eur, teatr forom ha Romeo ha Julieta gant"strollad Plon8" 26 euro (gant ar pred)02 98 71 74 94

Kemperle

- staj dañs "evit ar re nul" gant Yves Garin, Johann, Agnès ...2e/5 eur, digoust, sal ar c'hoad kaer

d'an 22 a viz genver

- An Treou Kerne

- staj brezhoneg gant stajoù Koad Pin, (4 live)9e30/17e30

- staj kan ha diskan gant Annie Ebrel (plinn - gant brezhonegerien) 9e30/17e30 Priz : 26 euro (gant ar pred) 02 98 71 74 94

Document PDF . Source :
Document PDF Roll ar festival. Source :
Voir aussi sur le même sujet :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons