- Rapport -
An Oriant, trede abardaevezh ur festival
Glav, glav, glav ... Daoust d'ar glav,ur bern tud er straedoù an Oriant. Tud o sellout ouzh Galisianed o wriat rouedoù, o seniñ biniou ar vro. Hag un tammig pelloc'h
Par Fanny Chauffin pour ABP le 3/08/09 15:45
Glav, glav, glav ... Daoust d'ar glav,ur bern tud e straedoù an Oriant. Tud o sellout ouzh Galisianed o wriat rouedoù, o seniñ biniou ar vro. Hag un tammig pelloc'h en egorenn Breizh setu sonerien treujenn gaol hag akordeons o seniñ ur gavotenn gant ur sapre startijenn. War al leurenn emañ trio Enora o arvestiñ. Er geriadenn gengred e vez gwelet a bep seurt tud : punked deuet da welout les Ramoneurs de menhirs, bravigoù Amazonia, Afrika, ha dindan ar yourte, kentelioù brezhoneg e-pad ur c'hard eur. Hag o tistreiñ, war an hent, Bleu Breizh Izel o reiñ ar mikro da 5 plac'h Galisia o kanañ gant un taboulin. An heol e kreiz ar galon, trugarez ar FIL !
Voir aussi sur le même sujet :
Cet article a fait l'objet de 1535 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....