Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Skritell Apollo 13
Skritell Apollo 13
Prad don
Prad don
- Agenda -
Sine Yaouank 2008 evit muioc'h a vrezhoneg en egor !
Etre an 3 hag a 5 a viz Du 2008 e vo dalc'het e Roazhon, evit an eil bloavezh, festival Sine Yaouank, kinniget ha kaset da benn gant skipailh Gwagenn TV.
Gwenvael Jequel pour Télévision Gwagenn TV le 27/10/08 7:55

Etre an 3 hag a 5 a viz Du 2008 e vo dalc'het e Roazhon, evit an eil bloavezh, festival Sine Yaouank, kinniget ha kaset da benn gant skipailh Gwagenn TV

Teir nozvezh sinema e brezhoneg, digoust ha digor d'an holl e Roazhon:

D'al Lun 3 a viz Du da 8 eur Digoradur gant ur banne a enor profet Ar 4bis - CRIJ 4bis Cours des Alliés

Prad Don, ur film sevenet gant Soazig Danieloù diwar-benn ar gejadenn etre ur peizant deus Banaleg ha Skolidi Diwan Tregon ha Diwan 30 vloaz 30 dremm ur film kaset a-benn gant kevredigezh Setu da geñver deiz ha bloaz ar skolioù brezhonek.

D'ar Meurzh 4 a viz Du da 8 eur Ty Anna Tavarn 19 plasenn Santez Anna

Ma vijen graet gant Aziliz Bourgès diazezet war gomzoù bugale skol bublik divyezhek Douarnenez. Hag un toullad filmoù all savet gant Gwagenn TV ha tud all.

D'ar 5 a viz Du da 8 eur Ti Tachenn Veurzh 4 Cours des Alliés

Apollo XIII film Ron Howard bet advouezhiet e brezhoneg gant skipailh Dizale, hag ur film berr gant Gwagenn TV awenet digant Apollo XIII. A-hed ar sizhun e vo skignet tammoù nevez deus Ken Tuch' (LBP ha Dizale) ha Leurenn BZH (Pois Chiche Films)…

Deuit niverus !

Document PDF 12696_2.pdf Pedadenn e brezhoneg. Source :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons