En dibenn-sizhun diwezhañ e oa bet dalc'het gouel "Humanité" ar strollad komunour e Breizh, e park diskouezadegoù Lann-ar-Stêr. D'ar Sul, en he frezegenn, he deus eztaolet Marie-Georges Buffet he youl da vodañ an tu-kleiz enep-frankizour, daoust d'an LCR ha da José Bové bezañ sachet o skasoù gante.

En dibenn-sizhun diwezhañ e oa bet dalc\\\'het gouel "Humanité" ar strollad komunour e Breizh, e park diskouezadegoù Lann-ar-Stêr. D\\\'ar Sul, en he frezegenn, he deus eztaolet Marie-Georges Buffet he youl da vodañ an tu-kleiz enep-frankizour, daoust d\\\'an LCR ha da José Bové bezañ sachet o skasoù gante.

Un 10 000 den bennak eo a oa deuet dindan an tri devezh, etre ar Gwener 24 hag ar Sul 26 a viz Du, da gemer perzh e gouel bloavezhiek ar PC. Ouzhpenn evit ar sonadegoù gant Erik Marchand hag ar Balkaniks, Christophe Mali pe vMerzhin, hag fest-noz vras, berzh-bras o deus graet an divizoù. E-mesk an temoù niverus a zo bet pledet gante e oa ar gwask hag ar c\\\'helaouiñ ("Peseurt dazont evit ar c\\\'hazetennoù war baper ?", "Penaos dielfennañ keleier an tele ?"), plas ar merc\\\'hed er gevredigezh, dazont ar Reter-tostañ pe c\\\'hoazh, enkadenn deskadurezh ar bobl... D\\\'ar Sul goude lein e oa deuet Marie-Georges Buffet, sekretourez veur ar PC da gejañ gant izili ar strollad politikel, tud tost o mennozhioù deus re ar strollad, pe lod all deuet da bourmen hepken. Evel-just eo bet taget ar gouarnamant ganti en un doare feuls a-walc\\\'h, Jacques Chirac, Dominique de Villepin ha Nicolas Sarkozy dreist-holl, evit o bilañs war dachenn an endro, ar surentez, digoradur ar servijoù publik d\\\'ar c\\\'hevezerezh... "Ret eo lakaat an tu-dehou da rentañ kont eus e vilañs. Arabat deomp leuskel alc\\\'hwezioù ar Republik da vBush mod Bro-C\\\'hall" emezi. Embannet he deus ivez e oa "nec\\\'het a-walc\\\'h gant programm ar strollad sokialour, hag a zo o vont war-zu an tu-dehou." Goulennet he deus digant "ar re a zo o c\\\'halon deus an tu-kleiz" en em strollañ, keuz ganti o dije sachet o skasoù al LCR ha José Bové. Prometet he deus e rafe he seizh gwellañ evit reiñ startijenn d\\\'an tu-kleiz enep-frankizour. Soñjal a ra dezhi e vefe e-tailh da vodañ anezhañ en-dro d\\\'ur raktres boutin. "Kement-se kuit da ginnig dibab etre daou strollad hepken" hervezi.

Ar programm Deuet e oa Marie-Georges Buffet d\\\'an Oriant gant kinnigoù niverus war ar pep brasañ eus ar c\\\'hudennoù a vez chalet ar C\\\'hallaoued gante ivez. Lakaet he deus war wel "Bro-C\\\'hall pinvidik-mor deus un tu hag ar seizh milion a dud o vevañ gant nebeutoc\\\'h evit 800 € bep miz eus an tu all." Setu perak e kinnig uhelaat ar SMIC betek 1500 € ar miz, uhelaat ar goproù hag ar skoazelloù sokial kuit d\\\'ar feurmoù mont en tu all da 30% eus budjedoù ar familhoù. Kinniget he deus ivez e vefe sikouret muioc\\\'h al labourerien-douar a zouj d\\\'an en-dro. Goulenn a ra ma vo gwarezet al labour-douar diouzh ar c\\\'henwerzh. Kinnig a ra e vefe krouet ur servij publik bras hag a galite evit merañ an deskadurezh, ar yec\\\'hed hag an energiezh. "Un Unvaniezh Europat disheñvel a ranko bezañ goulennet start gant Bro-C\\\'hall." Fellout a rafe dezhi tennañ splet eus eil c\\\'hwec\\\'hmiziad 2008, pa vo Frañs e penn Europa evit lakaat e pleustr un "emglev evit mont war-raok war dachennoù ar peoc\\\'h, an demokratelezh, ar gevredigezh. Huñvreal a ra e-barzh ur VIvet Republik ma vije roet muioc\\\'h a c\\\'halloud d\\\'ar c\\\'hopridi en embregerezhioù ha ma vije kastizet ar re a gav gwelloc\\\'h ar Yalc\\\'h evit an implij. ABP/Ya !