Erasmus days ba Kemperle
Réalisation : fea - tvbk – 150 vues
Diouzh beure, pa save an heol, setu daou c'hant den yaouank bodet dirak ar skolaj, ha prezegennoù da heul
Diouzh beure, pa save an heol, setu daou c'hant den yaouank bodet dirak ar skolaj, ha prezegennoù da heul.
Brav e oa da welet liseidi eilvet klas en o aes evit distagañ saozneg dirak ar re all, evit displegañ o raktresoù eskemm gant tud yaouank all en Europa. Gant ma vo posubl da veajiñ 'pad ar bloaz. E miz Du, ur strollad seizh lisead zo o vont da vro Turkia. Ha war lerc'h, ma vefe posubl da Roumania, bro Gresia, Ungaria...
Ar re eilvet klas a labour war ar rouedadoù sokial hag ar re yaouank, hag ar c'hentañ klas a zo labourat war an en dro, ar vag Tara, an doare da espern energiezh e vuhez bemdez.
Ha degemeret e vint e miz Ebrel ba Kemperle tud yaouank ar peder vro-se.
Commentaires (1)