Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Offre d'emploi -
Emañ D.A.O. o klask ur rener/ez evit merañ ar gevredigezh
Emañ D.A.O. o klask ur rener/ez evit merañ ar gevredigezh ha kas war-raok ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. E karg e vo eus :
Émilie Le Bail pour Deskiñ d'An Oadourien le 28/04/10 20:33

Emañ D.A.O. o klask ur rener/ez evit merañ ar gevredigezh ha kas war-raok ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet

E karg e vo eus :

– Merañ ar gevredigezh (sevel an teulioù goulennoù skoaziad ; kas ar raktresoù war-raok ; merañ ar c'hontoù asambles gant ar c'hontour ; darempredoù gant an dilennidi, an izili, ar c'huzul-merañ, ar Burev ; merañ ar skipailh ; kelaouiñ ar publik ; ober war-dro ar sekretouriezh) ;
– Diorren ar gevredigezh (klask skoaziadoù ; lakaat raktresoù nevez e plas ; darempredoù foran ...) ;
– Diorren ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet (lakaat e plas ur strategiezh-diorren ; labourat war steuñv-stummañ ar gelennerien) ;
– Merañ al lec'hiennoù Internet ;
– Krouiñ dafar pedagogel.


Barregezhioù :

– Gouzout brezhoneg dre gomz ha dre skrid ;
– Anaoudegezh er metoù kevredigezhel brezhonek ;
– Anaoudegezh er bedagogiezh hag er c'helenn brezhoneg d'an dud deuet ;
– Emren hag intrudu ;
– Bezañ en e vleud e daremprediñ an dud ;
– Gouest d'ober gant meziantoù diazez.


Kasit ul lizher emginnig + CV (e brezhoneg) dre bostel a-raok ar 15 a viz Even 2010 da : dao.bzh [at] gmail.com

Pe dre lizher da : Sedrig Laur, prezidant DAO / Ti ar Vro
6 plasenn Gwirioù Mab-den
29270 Karaez


Muioc'h a zitouroù ha kinnigoù labour all war : (voir le site) DAO e brezhoneg.

Frederig Ollivier,
rener Deskiñ d'An Oadourien
Ti ar Vro
6 plasenn Gwirioù Mab-den
29270 Karaez
02 98 99 94 24
dao.bzh [at] gmail.com

Bank poelladennoù brezhoneg enlinenn : (voir le site)

.

Document PDF 18105_2.pdf Kinnig labour Deskiñ d'An Oadourien. Miz Ebrel 2010.. Source : Deskiñ d'An Oadourien
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons