Put your name here

Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (16 photos)
Chronique
Eliant : un hent-ar-groaz e brezhoneg
En iliz Eliant (Penn-ar-Bed) emañ taolennoù livet an Hent-ar-Groaz brezhoneg oute. Fotoioù (MAJ)
J-L Le Floc'h
Publié le 2/04/21 20:34 -- mis à jour le 02/04/21 20:34

Amzer Fask.
Ar «Sizhunvezh Santel» a vez graet deus ar sizhunvezh-mañ (evit amzer-lid ar Gatoliked hag ar Brotestanted. Disheñvelik eo evit amzer-lid an Ortodoksed. Un afer a zeiziadur eo, da lâred eo an devezhioù a-raok gouel Fask.

Ral emañ ar brezhoneg e-barzh hon ilizoù. Re ral emañ, kalz re ral. En iliz Eliant (bro Gerne, tost da Gemper) ez eus un hent-ar-groaz a vez skrivet un tamm brezhoneg e troad pep panel. N’ouian ket ha gozhig eo : dibenn an XIXvet ? Un tammig koshoc’h, un tammig yaouankoc’h ? Henchoù-ar-groaz all graet er memes mod a c’heller kavout e ilizoù all, e galleg. Hennezh liv ar brezhoneg warnañ zo an hini nemetañ gwelet ganin mod-se. Daoust ha reoù all a vefe lech pe lec’h ?

Pevarzek pannel e brezhoneg, dirapar un tamm evit lod anezhe.

Ar panneloù-se zo damlouzet, pe islonket un tamm. Hag al lizherennoù e brezhoneg, n’int ket fresk ken. Gwasoc’h c’hoazh ne zeblant ket e vefe an dud aketus ouzh an taolennoù-se. Daoust dezhe bezañ heñvel rik ouzh re a hirio – gwellit kentoc’h ar galleg etre krommelloù hag a teu deus al levrig « Prions en Eglise – triduum pascal » 2021 - . Tud zo e-touez ar barrezianiz ha n’eo ket bet menneget gante e vez brezhoneg e-barzh an iliz-mañ. Ar pezh a ziskouez mat e peseurt stad eo kouezhet ar brezhoneg e kalzig a barrezioù, er vro. Betek an traoñ ? Betek nompas bezañ anavezet gant an dud ?

Koulskoude, ur yezh dispar eo evit heñchañ war-zu ar feiz, evit dougen ar feiz…Dreist holl pa vez frazennoù frammet mat, simpl , kaer. Rak yezh ar galon eo evit lod ac’hanomp. Ur yezh o tizhout don e kalon an den. Donoc’h eget ar galleg, alies mat. Dav eo din e lavarout, c’hoazh.

Hirio an deiz e vez staget iliz Eliant ouzh parrez « Itron-Varia an daouzek Abostol » eus Konk-Kerne.

Pa vezer en amzer Fask ez eo un digarez, a gav din, diskouez an danvez-se, dre ar pennad-mañ. Pevarzek panel zo, tro dro da ziabarzh an iliz. Setu an tamm brezhoneg a c’heller lenn e troad pep hini anezho:

Brezhoneg a-orin / brezhoneg e doare-skrivañ peurunvan / galleg diwar ar brezhoneg (galleg a hirio - diwar Triduum pascal 2021- etre krommoù).

. I Jésus condaonet ar maro / Jezuz kondaonet d'ar marv / Jésus condamné à mort (Jésus est condamné à mort)

. II Jezuz o tougen he groaz / Jezuz o tougen e groaz / Jésus porte sa croix (Jésus est chargé de sa croix)

. III Jezuz kouezet dindan he groaz / Jezuz kouezet dindan e groaz / Jésus tombé sous sa croix (Jésus tombe une première fois)

. IV Jezuz a en em emgav gant he vam var hent ar c'halvar / Jezuz a en em emgav gant e Vamm war hent ar c'halvar / Jésus rencontre sa Maman sur le chemin du calvaire (Jésus rencontre sa mère)

. V Simon Cyrene a zikour Jezus da zougen he groaz / Simon a Siren a zikour Jezuz da zougen e groaz / Simon de Cyrène aide Jésus à porter sa croix (Simon de Cyrène porte la Croix derrière Jésus)

. VI Veronik a zec'h he vizaj da Jezuz / Veronik a zec'h e vizaj da Jezuz / Véronique sèche le visage de Jésus (Véronique essuie le visage de Jésus)

. VII Jezuz a gouez dindan he groaz evit an eil gouech / Jezuz a gouezh dindan e groaz evit an eil gwech / Jésus tombe sous sa croix pour la seconde fois (Jésus tombe une deuxième fois)

. VIII Jezuz ha gragez santel Jerusalem / Jezuz ha gwragez santel Jeruzalem / Jésus et les saintes femmes de Jérusalem (Jésus rencontre les femmes de Jérusalem)

. IX Jezuz a gouez evit an trede gouech / Jezuz a gouez evit an drede gwech / Jésus tombe pour la troisième fois (Jésus tombe une troisième fois)

. X Jezuz divisket en noaz / Jezuz diwisket en noaz / Jésus déshabillé à nu (Jésus dépouillé de ses vêtements)

. XI Jezuz stag eus ar groaz / Jezuz staget ouzh ar groaz / Jésus attaché à la croix (Jésus est cloué sur la Croix)

. XII Jezuz maro var ar groaz / Jezuz marv war/ouzh ar groaz / Jésus mort sur la croix (Jésus meurt sur la Croix)

. XIII Jezuz diskennet eus ar groaz / Jezuz diskennet eus/diouzh ar groaz / Jésus descendu de la croix (Jésus, détaché de la Croix, est remis à sa mère)

. XIV Jezuz diskennet er bez / Jezuz diskennet er bez / Jésus descendu dans la tombe (Jésus est déposé au tombeau)

MAJ
(5 Ebrel 2021/ Lun Fask)

Goulennoù

. Pegen hir eo bet an hent ar groaz, e Jeruzalem? War-dro pemp-kant (500) metrad abaoe al "Lithostrotos" betek ar "Golgotha". Bez e oa al lec'h er-maez mogerioù Jeruzalem, d'ar poent-se. Hirio emañ e-barzh bazilikenn an "Anastasis" ( a dalv "sevel da veo", e gresianeg ), pe Saint-Sepulchre (e galleg). Dav eo mennegiñ ivez emañ an hent hengounel (abaoe ar Grenn-amzer) disheñvel un tamm diouzh hini ez eo aet Jezuz gantañ.

. Pegoulz e oa c’hoarvezet an darvoud-se ? Evit istorourien ha skiantourien, ar respont hirio eo : er bloavez 30 (tregont), ha resisoc’h c’hoazh, ma vez posubl : d’ar 7vet a viz Ebrel 30.

. «adsavet da veo»? pe «savet da veo» ? Ar gerioù gentañ zo implijet e galleg (ressuscité/adsavet da veo) hag a wechoù, e brezhoneg ivez. An eil re («savet da veo» / établi dans la vie, dans la surrection définitive, a c'hellfer lavarout?) implijet e brezhoneg, a zo gwelloc'h, dre ne vez ket añv mont war-gil, mes mont war-raok nemetken. N'eus ket a «ad-», enta. Pouezus eo evit kompren petra a lâr ar feiz gristen hag evit prederiañ diwar-benn-se. A-hend-all, war an dachenn skiantel, gwelout ivez ar gêr-alc'hwez skiantel: «entropi» / «entropie» e galleg.

Liammoù

Pask Ar sizhun santel (e brezhoneg, 1982, skolveurieg), lec’hienn Eskopti Kemper ha Leon

Evit gouzout hiroc'h

. Arnaud-Aaron Upinsky «L'énigme du Linceul : La prophétie de l'an 2000» (Fayard 1998). Aes da lenn. Netra nevez e-barzh nemet an hentenn («méthode de raisonnement» diwar an elfennoù anavezet hervez an «théorie des jeux»). Kalz-kalz a levrioù zo bet embannet diwar-benn lienenn pe liñsel Torino ( bro Itali). Dav eo mennegiñ reoù Upinsky e-touez ar re bouezusañ ha siriusañ, war an dachenn skiantel.

Un toullad pennadoù all, a-zivout danvezioù a denn eus ar Feiz pe tro dezhi (kaieroù fotoioù gante, ar pep aliesañ)

( voir l'article ) Nedeleg Laouen

( voir l'article ) Naoned : an Iliz-veur liammet ouzh Dugelezh Vreizh

( voir l'article ) Pessac’h – Pask : er vloavezh 30, un darvoud digredus e Jeruzalem !

( voir l'article ) Kraou Kemper : erru eo ar Vajed !

( voir l'article ) Nedeleg e Kemper : pe trouz war an douar ?

( voir l'article ) Sainte Anne d’Auray : le Cardinal Sarah, la crise globale, et le breton (e galleg)

( voir l'article ) Messe en breton : quand Mgr Dognin en visite au Minihi Levenez, donne l’exemple (e galleg)

( voir l'article ) Iliz-Veur Naoned bet gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h
Vos 1 commentaires
  iffig
  le Samedi 3 avril 2021 09:44
E Ploveilh ivez ez eus unan e stad vat.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.