Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Musée des Beaux-Arts (Rennes). Georges de la Tour, Nativité, Nouveau-Né, 1645
Musée des Beaux-Arts (Rennes). Georges de la Tour, Nativité, Nouveau-Né, 1645
- Chronique -
Nedeleg laouen !
E mirdi Roazhon e vez un daolenn dispar, dreist-holl evit amzer Nedeleg...Petra a lâr deomp? MAJ
J-L Le Floc'h pour ABP le 24/12/20 23:23

Souezus a-walc’h ? Goude meur a zeveziadoù a c’hlav rust ha pegus e Breizh, setu an oabl glas-glan adarre. Rik evit Nedeleg ! Ispisial-kenañ eo bet ar bloaz-mañ rak ar gurunenn-virus...Ra vo laouen d’an holl noz Nedeleg.

Menneget ho peus ? N’eus ket pell zo c’hoaz ne veze añv, e dibenn ar vloavezh, nemet eus... « Gouelioù ». Peseurt gouelioù ? den ne ouie ket ken ! Bremañ e c’heller klevout an añv a « Nedeleg » o tont en-dro (er mediaoù, da skwer) adarre…Ha ma vefe an amzer o cheñch didrouz-kaer?

Sellit ouzh an daolenn mil-vrudet miret e mirdi arzoù-kaer Roazhon. N’eus sinadur ebet outi.

Istor divoutin un daolenn dianavezet he livour

E naontekvet kantved e veze roet anv aozer al livadur dispar-se, war a veze greded, d’ar Vreudeur Le Nain. En ugentved kantved setu eñ adroet da Georges de La Tour, ur mestr-livour a vro Loren. Abaoe ar penn-kentañ (war-dro 1645…) e veze anavezet an daolenn-mañ evel « ar Ganedigezh », mes n'eus ket re bell ez eo deuet da vezañ «an hini Nevez-c’hanet ». Perak ? Abegoù zo. Ha sklaer-sklaer emaint?...Daoust hag e vez direnket hon pennoù-braz a-vremañ (pe ul lodenn anezhe, d’an nebeutañ) gant an anv a « Nedeleg », pe al lec’h a Vetlehem (d'ar poent-se e oa e bro Jude / hirio emañ e tachennadoù palestinian) ? Daoust hag e vez direnket hon bed gant un donedigezh dibar, c'hoarvezet daou vil vloaz zo, gortozet abaoe rummadoù ha rummadoù (hervez ar Bibl hebraek)?

Sell a-vremañ ha goulennoù a-viskoazh

Un toullad bloavezhioù zo am eus-me gwelet an daolenn-mañ. Ma unan-penn e oan dirazhi hag e felle din kompren perak e oa ken brav ha ken brudet. Sellet am eus pizh ha sioulik outi, e-pad ur prantad. War-eeun, a-dost. Ha goustadik ez eo deuet din ur mennozh. An daolenn-mañ, sklaer-teñval he doare, a zo evel un imach eus an daou damm eus ar Bibl: an eil o vezañ an Testamant kozh, egile o vezañ an Testamant nevez. A-hend-all c’hoazh...an div dudenn a c'hellfe bezañ (evit al livour? evit ar weladenner-mirdi?) : Santez Anna hag ar Werc’hez Vari. Setu un alc’hwez. Ne lâran ket ez eo an hini nemeti. Tud zo ne welint ket-se, bez e welint traoù all...(sell ouzh liammoù e-traon ar pennad). Tud zo ivez ha ne fell ket dezho klevout an anv a Nedeleg...

Un Doue, n’eus ket anezhañ a vez klevet ingal dre hon mediaoù pe pennoù-braz zo. Mes ar re-se, daoust dezhe bezañ dedennus war poent pe boent, ne gomprenont ket petra eo ar Feiz gristen. Ne gomprenont ket petra a lâr ar Bibl pe an Aviel. Evel tud dall en ur bed dall emaint (pa soñjan, un daolenn brudet all a teu em fenn: Parabolenn an dud dall gant Pieter Breughel ar c'hozh, 1568)...War zigarez emañ skiantel pe prederiel pe psikologel o zro-spered, e soñj dezhe mod-se. Mes e-touez an dud a Feiz ivez ez eus tud a zo o zro-spered skiantel, prederiel, psikologel, ha me oar…Neuze….

Petra eo Nedeleg?

Neuze, petra eo Nedeleg ? Setu petra a lavar Job an Irien (beleg, rener kreizenn ar Minihi Levenez, Penn-ar-Bed) , e-barzh pajennad Spered ar vro, embannet e kazetenn An Delegram (d'an 24vet a viz Kerzu 2020):

« .../...Evit ar Gristenien, ar mousig-se eo mab Doue. .../...Aze eo sklaer e buhez an dud, ma tegemeront Nedeleg da vat, e c’hell bezañ ur cheñchamant. N’omp ket kollet da viken ! Unan bennak a zo ‘tont d’hor sikour, da reiñ kalon deomp da gaout mennozhioù da wellaat ar bed-mañ .Esperañs zo da gaout ! » Ha pelloc’hig : « Ma’m bije un dra da lavaret d’ar yaouankiz a-vremañ eo an dra-se : arabat deoc’h kaout aon deus an amzer da zont, rak c’hwi a vo e-karg anezhi .../… Arabat koll kalon rak ar bed da zont a c’hell bezañ kaer ! ». (pennad gant Dewi Siberil.)

Setu, « Nedeleg laouen » d'an holl ! Forzh piv ha forzh pelec'h e vefent... Pep hini a zo dezhañ/dezhi e/he steredenn gevrinus…

Evit gouzout hirroc’h

. pennad « Le nouveau-né » de La Tour,« premier vrai bébé de l’histoire de la peinture». Istor ha dielfennañ an daolenn.

. video « Naissance ou Nativité ? » frère Grégoire Laurent-Huyghues-Beaufond (Lyon) . Dielfennañ resis: perak ez eo un daolenn dispar....

. Aviel Da geñver darvoud istorel Nedeleg: testenn e brezhoneg (doare-skrivañ Brest) embannadur 1982, lec’hienn eskopti Kemper.

. kronikenn Kronikenn Nedeleg (Job) bzg/glg, lec’hienn eskopti Kemper.

Gerioù

. sklaer-teñval: un doare livañ, brav ha diaes, a lakaa al luc'h o c'hoari gant an deñvalijenn (clair-obscur, e galleg)

. Testamant kozh / Testamant kentañ : lodenn en hebraeg skrivet gant ar Juzevien, lakaet e gresianeg diwezhatoc'h evit Juzevien kêr Aleksandri.

. Testamant nevez : lodenn e gresianeg (a-wechoù en arameeg) kompozet (dre gomz da gentañ) ha skrivet gant ar Gristenien

. Nedeleg : un darvoud istorel deuet da vezañ ur gouel lidet. Pegoulz ? Ne vez ket anavezet resis nag ar vloavezh (etre -4 ha -7 ?), nag an devezh (?). Pelec’h ? E Betlehem (kredapl-braz ez eo bet savet ar vazilikenn a-vremañ a-us al lec’h resis, a-hed kantvejoù kentañ).

MAJ: 2020/12/26 peurechuet an destenn. Ma chomfe faziou, e vefe degemeret mat gant an aozer e vefent menneget gant Yann Lenner...

Voir aussi :
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h
Vos 1 commentaires
Pennanec'h Le Vendredi 25 décembre 2020 08:37
Bemdez ez eus tu da dreiñ e spered war-zu Doue en ur lenn ur pennadig bemdez : https://www.facebook.com/groups/3916567951695022
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons