OpenStreetMap zo ur raktres etrebroadel frank a wirioù. Kinnig a ra roadennoù douaroniel digoust d'an dud a-benn krouiñ, reizhañ pe klokaat kartennoù. E brezhoneg a c'heller ober gant Openstreemap diwar

OpenStreetMap zo ur raktres etrebroadel frank a wirioù. Kinnig a ra roadennoù douaroniel digoust d'an dud a-benn krouiñ, reizhañ pe klokaat kartennoù. E brezhoneg a c'heller ober gant Openstreemap diwar vremañ a-drugarez da servij treiñ an Ofis.

Evit mont e-barzh al lec'hienn-se, evit lenn ha studiañ ar c'hartennoù, neveziñ anezho pe krouiñ re nevez n'eus nemet lakaat e anv d'ober.

Ar c'hartennoù a c'hell bezañ pellgarget diwar ho GPS. Bez' e c'hellont bezañ skannet ivez a-raok bezañ enrollet er meziant evit bezañ klokaet. Alc'hwezioù, anvioù straedoù, savadurioù kêr, stêrioù a c'hello e mod-se bezañ enrollet e brezhoneg.

Digoust e c'hello bezañ skignet ar c'hartennoù-se rak frank a wirioù int.

http://wiki.openstreetmap.org/index.php?title=Br:Main_Page&uselang=br

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus