16345 skoliad zo en hentadoù divyezhek, gant ur c'hresk +3,2%. Pazenn ar 16000 skoliad zo bet tremenet er bloaz-mañ, ur c'hresk douget gant rouedad ar skolioù Diwan dreist-holl a dremen en tu all da 4000 skoliad (4087 ; +6%) ;

Pazenn ar 16000 skoliad zo bet tremenet er bloaz-mañ, ur c'hresk douget gant rouedad ar skolioù Diwan dreist-holl a dremen en tu all da 4000 skoliad (4087 ; +6%) ; an deskadurezh publik a dap muioc'h eget 7000 skoliad (7128) met gant ur c'hresk disteroc'h (+3,5%) ; eus he zu emañ an deskadurezh katolik gant he c'hresk izelañ biskoazh (+0,6% a ya d'ober 5130 skoliad), da heul 2 vloavezh hep digeriñ lec'h nevez ebet er 1añ derez.

An distro-skol en tri hentad abaoe 1977
An distro-skol en tri hentad abaoe 1977 autre

4 hentad nevez zo bet digoret er bloaz-mañ : gant Diwan ez eus bet digoret ur skol nevez (Pontekroaz) ha gant ar publik ez eus bet digoret un 3e lec'h e Brest, ul lec'h nevez e bro Kemperle (Kloar-Karnoed) hag unan all en Il-ha-Gwilen (Liverieg), ar pezh na oa ket c'hoarvezet en departamant-se abaoe 2003, daoust da gresk uhel ar boblañs-skol el lodenn-se eus Akademiezh Roazhon.

Roazhon a chom ar gumun enni ar muiañ a skolidi (734 skoliad) ; Brest (545) ha Kemper (667) a zo ganto 29% eus kresk Breizh. Dre vras eo kreizennet an digeriñ skolioù hag ar c'hresk da heul e Penn-ar-Bed abaoe meur a vloaz, un tuadur a ya kontrol da emdroadur poblañs-skol Breizh (kresk en tric'horn Gwened-Roazhon-Naoned).

Pa ouzer eo pell da vezañ kempouezet an niver a vrezhonegerien a varv gant an niver a vrezhonegerien nevez stummet e chom re zister kresk an niver a skolidi a zo en hentadoù divyezhek ; kalz kreñvoc'h e tleo bezañ evit mirout un niver uhel a-walc'h a vrezhonegerien ha reiñ an tu dezho da gaout un implij eus o yezh er gevredigezh diwezhatoc'h. Evit poent e ra diouer da Vreizh ar binvioù a zo anezho en Elzas (ar pal skoliata 50% eus skolidi ar skolioù-mamm en hentad divyezhek zo a-benn 15 vloaz ; diouzh ar raktresoù eo priziet an niver a skolidi ret evit digeriñ ur skol) pe e Korsika (ar Rektorelezh a vir dre ret evit ar c'helenn divyezhek da nebeutañ 40% eus ar postoù digoret d'ar Genstrivadeg da Duta Kelennerien ar Skolioù).

(s.o. an teul da bellgargañ)

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus