Devezh kentañ Festival bro Gerne, Gouelioù bro Gerne...
Troet da sot, paour kaezh Loeiz(a) brezhoneger(ez) !
Petra ? N\'eus ger brezhoneg ebet ?
Cornouaille ? Kemper skrivet Quimper ?
Met oc\'h ober petra emaint aze ? N\'o deus ket komprenet e oa ar brezhoneg un doare da werzhañ ar vro da douristed a gred evit lod deus outo e vez komzet brezhoneg gant an dud amañ bemdez.
Ha dindan an deltenn vras, an abadenn kinniget e brezhoneg gant Pierre-Yves Petillon, ha kanaouennoù e brezhoneg forzh pegement, 14 arzour a youl-vat war al leurenn evit \"Trophée\" Dastum, ha div sonenn e galleg nemetken. Met ne ra forzh, a-dreñv dezho, evit ar foto, hag ar film e oa titr ar gouel e lizherennoù bras e ruz war ur fons du, \"Cornouaille Quimper\". Petra ra ar BAS (Bodadeg ar Sonerion), ket, ne oa ket ar BAS, aze emaint niverus, tud SAB (Stourm Ar Brezhoneg) kentoc\'h, e vakansoù emaint ???
[Lire] e galleg
■