Ne oa ket amañ, met dre tout ar pezh en doa skrivet, en teir yezh e oa ene an arzour gant an 20 a dud o doa dibabet enoriñ ar

Ne oa ket amañ, met dre tout ar pezh en doa skrivet, en teir yezh e oa ene an arzour gant an 20 a dud o doa dibabet enoriñ ar Youenn bras.

Kroget o doa ar c'hoarezed Rouyer gant "E kreiz an noz" o seniñ telenn hag o ka kanañ. Bugaleaj e Skaer, o kanañ "Ev chistr ta, Laou, kar chistr zo mat", ar redi da vont kuit tramor, evel ur bern tud d'ar mare-se. Divroañ n'eo ket bet aes evitañ, hag ar vro a vanke dezhañ. Un danvez evit skrivan, kanan, tonioù ar vro, mesket gant tonioù amerikan, doare "country".

Kanet, dibunet, lennet, graet o deus ar berzhidi a bep seurt traoù, o soñjal en ur vont kuit : poent eo deomp holl gouzout kanañ meur a ganaouenn, ken talvoudus ha simpl da ganañ gant an holl rummadoù oad !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....