Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.
Kinnig ar stummadur
Studiet eo bet gant an aozadur, e-pad ar bloavezh 2007, an ezhommoù ha resisaet eo bet ar stummadur (deiziadoù, tud, programm…). Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 (rak-enskrivadurioù niverusoc'h) ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c'hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c'hoant tapout ul live uheloc'h e brezhoneg. Evit respont d'an ezhommoù-se e kinnig Stumdi ur staj stank-ha-stank « ober gant ar yezh » , dre soubidigezh, a strolladoù adal 6 betek 10 den. Buhezet e vo ar stummadur-se gant stummerien Stumdi ha gant tud eus an diavaez, kelennerien skolioù-meur en o zouez, evit stalioù ispisial hag evit prezegennoù.
Sikourioù a-benn paeañ ar stummadur
Ar stajidi (implijidi, tud dilabour) a c'hello tennañ gounid eus sikourioù (hollek pe zarnel) a-benn paeañ ar stummadur. An implijidi a c'hello sevel o goulenn dre aozadur ehan hinienel ar stummadur (CIF – Formiris – Afdas) a zastum skodennoù “stummadur dibaouez” gant o embregerezh (goulenn titouroù d'an implijer). Stummadur an dud dilabour a c'hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh (nebeut a blasoù).
Enskrivadurioù
Evit lakaat e anv a-benn heuliañ ar prantad kentañ eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 e Plañvour (56) pe e Landerne (29) (ma vez a-walc'h a enskrivadurioù).
Goulennit ur follenn enskrivadur da :
STUMDI - BP 311 - 29800 LANDERNEAU pgz : 02 98 21 39 94 Mel : bzh.stumdi [at] wanadoo.fr Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc'h un emgav.