Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bloavezh mat 2008 a-berzh \Breizhiz ar Bed – OBE\
Laouen eo kengevredigezh ar Vretoned divroet \"Breizhiz ar Bed – OBE\" da gas he gwellañ hetoù d'ar Vretoned dasparzhet a-hed ar bed kenkoulz ha d'an holl Vretoned ha keneiled ar Vro. Hetiñ a reomp ivez ma vevo ar bed e peoc'h, ur bed gouest da selaou goulenn ar pobloù
Par pour Bretons du Monde le 1/01/08 9:29

Laouen eo kengevredigezh ar Vretoned divroet "Breizhiz ar Bed – OBE" da gas he gwellañ hetoù d'ar Vretoned dasparzhet a-hed ar bed kenkoulz ha d'an holl Vretoned ha keneiled ar Vro.

Hetiñ a reomp ivez ma vevo ar bed e peoc'h, ur bed gouest da selaou goulenn ar pobloù gwasket, ur bed digor da liesseurted ar sevenadurioù.

Treiñ a reomp hor soñjoù war-zu Romain Lannuzel, ur studier 20 vloaz anezhañ ( (voir le site) , hag e oa bet kollet e roudoù e rannvro Barcelona abaoe ar 27 a viz Du.

"Hor sell war ar bloaz 2008..."

A. Ar raktres BBE

Abaoe 2007, gant skoazell Kuzul Rannvro ez eo bet divizet ganeomp harpañ ar strolladoù breizhat e meur a vro estren e framm ur raktres anvet “BBE” o talvezout evit “Burev Breizh en Estrenvro”.

A-gevret gant kevelerien diskleriet ar raktres, e magomp ar spi da reiñ ur statud ensavadurel d'ur rouedad dizalc'h e kenver kement tuadur politikel pe armerzhel, hag a vo e bal frammañ, kenurzhiañ ha skoazellañ un dileuriadur eus Breizh e pep bro ma vo posupl hen ober enni. A-benn ar fin omp mennet da sevel ur rouedad a genskoazell hag a roio keloù ha titouroù talvoudus evit Breizh o pourchas un harp efedus hag ur skoazell padus d'hor c'hevredigezhioù diasporael.

Krouet evo burev hollbadus staliet e Breizh a-benn diorren ha derc'hel bev ar rouedad-mañ. Karget e vo da ziskleriañ "BBE" ar c'hevredigezhioù diasporael breizhat prest da genlabourat hervez ur c'hart-mont-en-dro termenet evel-hen : • Derc'hel bev al liammoù etre ar Vretoned divroet, • Brudañ hor sevenadur e-barzh ar broioù degemer, • Bezañ un oberour lec'hiek, diouzh ret, evit ar pezh a sell ouzh intrudu sevenadurel pe ekonomikel Breizh.

Ra vo trugarekaet ganeomp kentañ kevelerien ar raktres engouestlet e-barzh : Kuzul ar Rannvro, Breizh.net, Skol Uhel ar Vro, Breizh.de , Agence Bretagne Presse. Pedet eo an holl gevredigezhioù, strolladoù, hiniennoù kar d'ar raktres da gemer perzh d'o zro...

B. Galv d'an adunanidigezh

Ur c'hroazhent a brederiadennoù hag eskemmoù diwar-benn Breizh, hec'h identelezh hag he dazont, eo ivez “Breizhiz ar Bed”. Setu perak e hetomp ma vefe roet muioc'h a startijenn d'ar c'homision kenemglev etre ar C'huzul Rannvro ha Kuzul Meur al Liger-Atlantel. Gortoz a reomp an disoc'hoù atav ! Ra vo kadarnaet 'ta hetoù unvaniezh an daou guzul ha re ar bobl vreizhat a-bezh anataet dre ar sontadegoù. Ne chom d'ar galloudoù politikel e Breizh nemet ur dra d'ober : lakaat an alc'hwez e-barzh ar morailh !

C. Galv evit ar brezhoneg

Un dra ken pouezus hag ar re all evit "Breizhiz ar Bed – OBE" eo statud kelennadurezh ar brezhoneg. Daoust d'ar c'huzul meur an ONU bezañ embannet bloaz 2008 evel “Bloaz Etrevroadel ar Yezhoù” a bal dezhañ diorren liesseurted sevenadurel ha yezhoniel kenkoulz hag ar c'henemglev etrevroadel, e chom atav diaes-kenañ e Breizh kas en-dro kelennadurezh hor yezhoù, digeriñ klasoù nevez ha diwall d'an niver a vrezhonegerien da zisac'hañ. Setu perak ec'h embannomp hon hetoù evit ma vo gwiriekaet mellad II ar bonreizh a benn ma vefe lakaet ar Gwir e servij salvidigezh ar brezhoneg evel glad an denelezh.

Bloavezh mat adarre d'an holl

E anv "Breizhiz ar Bed-OBE", ar prezidant Pêr ar Ruz, Graet e Sant-Petersburg, Bro-Rusia.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons