D'ar Merc'her 13 a viz Even da 8 eur 30 goude koan e Plougerne - Ti ar Vro Bagan - Hellez e vezo disklêriet ar pezhioù-c'hoari bet desket e skol-c'hoariva-brezhoneg ar merc'her.
Pezhioù berr : « Ar c'helou fall » (Tad Medar), « Buoc'h pe loan » (I. Xu), « Ur gontadenn Sinaeg » lakaet e brezhoneg gant Yann-Edern Jourdan, « Roit din va zeod endro » (Katia Bodenes). Ur pezhig gant ar skol kanañ (Joëlle Planchon) hag ur pezh-c'hoari hirroc'h « Kaozioù goullo » skrivet gant katia Bodenes.
Digor eo d'an holl.
Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Ar Vro Bagan: 02 98 04 50 06; arvrobagan [at] wanadoo.fr