Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Eus ar gwriziennadur hiniennel ha tiegezhel d'an hollvedelezh
Eus ar gwriziennadur hiniennel ha tiegezhel d'an hollvedelezh
- Agenda -
Kafedi Istor : "Eus istor Mab-den da hini an denelezh : lignezouriezh, istor ar familhoù, istor lec’hel hag istor hollek" (lusket gant Rafael Urien)
Kafedi Istor : "Eus istor Mab-den da hini an denelezh : lignezouriezh, istor ar familhoù, istor lec’hel hag istor hollek" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sul 9 a viz Mezheven 2024 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 1/06/24 23:09

Alies e vez sellet ouzh an Istor evel ur studi difetis eus darvoudoù an amzer dremenet, un Istor a studier, n’eur ket e-barzh avat. Istor an darvoudoù "bras" (brezelioù, dispac’hoù, renadoù politikel, emdroadurioù kevredigezhel pe armerzhel hollek kenañ, ne reomp nemet arsellout pe c’houzañv, n’hon eus krog ebet warno avat.

Ha koulskoude e c’hallomp sellout ouzh an Istor en un doare all, n’eo ket evel arsellerion, evel perzhidi ne lavaromp ket : n’eo ket an Istor "gwelet eus ar c’hrec’h", "eus an traoñ" ne lavaromp ket.

Studiañ E istor a gas da studiañ ar re omp deveret anezho, da lavarout eo e hendadoù. Se zo pal al lignezouriezh. Al lignezouriezh-rik (daveennoù ganedigezh, eured ha marvidigezh e hendadoù) ne zegas ket gwall bell. Spletusoc’h mont pelloc’h, dre glask gouzout penaos e vevent bemdez, pezh a zeu da vezañ un "istor ar familhoù" ledanoc’h. Met hon hendadoù a zaremprede amezeion, tud o farrez...pezh hol laka war dachenn an "istor lec’hel". N’eus ket da enebiñ avat an istor-familh ha lec’hel-se ouzh an istor "bras", "hollek". Diouzh un tu ez eo emdroadur an istor "bihan" disoc’h war ur skeul "izel" eus emdroadurioù ha darvoudoù an Istor "bras", diouzh an tu all e lak an Istor "bihan" an hini "bras" da vezañ "fetisoc’h", "enkorfet"…Hon istor familh ha lec’hel hol laka da verzout pergen don e voe an treuzfumadurioù hon eus arvestet a-hed ar c’hantved diwezhañ : tremen eus ur gevredigezh maezel (dreist-pouez al labour-douar…) da unan ma’z eo ar servijoù hag o deus an dreistpouez , stroñsadur ar frammoù hengounel (familh, relijion…)…

Ur C’hafedi Istor all a vo dres kinniget nebeut da c’houde war zodenn ar c’hemmoù kevredigezhel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved.

Er C’hafedi Istor-mañ e labourimp dreist-holl war an hentennoù da studiañ istor ar familhoù, an istor lec’hel…

2  0  
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons