Sinadur ur gevrat kefridi etre ti-kêr Sant-Teve hag Ofis ar Brezhoneg.
Goude ma oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kumun Sant-Teve e miz Gouere 2005, ez eo kadarnaet he engouestl gant ar gevrat-mañ.
Bodet e oa bet un toullad tud evit lid-sinañ ar gevrat kefridi d'ar Gwener 4 a viz Mae 2007. En o zouez an Ao. Hervé Pellois, maer, an Ao. Patrick Hervio, eilmaer e karg eus ar sevenadur ha den dave evit heuliañ gant an Ofis sevenidigezh an oberoù dibabet, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha prezidanted kevredigezhioù ar c'helenn divyezhek : Div Yezh (evit ar skolioù public) ha Dihun (evit an hentad prevez) e Sant-Teve. Da-geñver an abadenn-se eo bet kinniget gant an Ao. Herve Pellois an traoù niverus zo bet kaset da benn vat abaoe 2005 : Poltredoù tud brudet ag ar gumun, nevez staliet e sal ar c'huzul-kêr, zo kinniget gant un destenn divyezhek ; deiziadur divyezhek ar bloavezh 2007 a ginnig oberiantiz 12 maouez e buhez kevredigezhel ha sevenadurel ar gumun; testenn ginnig levrig ar vediaoueg zo bet lakaet en div yezh. A-hend all, panelloù divyezhek penn-da-benn zo staliet en ti-kêr nevez, evit ar wezh kentañ er Mor-Bihan. Meneget eo er gevrat e vo graet an holl droidigezhioù gant Ofis ar Brezhoneg (kartennoù pediñ, pennadoù-stur, teulioù titouriñ, panelloù hentañ, panellerezh…). Kuzulioù a roio a-fet divyezhegezh ha kefridiet eo ivez da studiañ anvioù-lec'h ar gumun.