Er sal nevez “Youenn Gwernig”, anvet diwar ar c’haner hag ar skrivagner brudet, eo bet aozet al lid-sinañ dirak dilennidi, annezidi eus ar gumun ha tud kar o yezh.
An Itron Triché, maerez ha kuzulierez-departamant, he deus sinet engouestl he c’humun dirak an Itron. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d’ar Gwener 13 a viz Ebrel, a-benn tapout label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg dindan 2 vloaz.
6 ober a zo bet dibabet dre votiñ gant ar C’huzul-kêr d’an 20 a viz Meurzh 2007 diwar ul listenn a 28 ober kinniget : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun; sevel kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel aozet gant an ti-kêr; moullañ paperoù talbennet en div yezh ; skrivañ ar pennad-stur e brezhoneg er c'hannadig-kêr ; kemer perzh er c'houlzad bloaziek da gas war-raok ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien ; aozañ un enklask da c’houzout piv a oar brezhoneg e-touez an implijidi.
En he frezegenn he deus meneget Lena Louarn hentad divyezhek skol publik Joliot Curie ma kaver ouzhpenn 10% eus ar vugale skoliataet er gumun. Gant ar sifr brav-se e weler sklaer pegen pouezus eo diorren un endro divyezhek evit ar vugale. Displeget he deus ivez e veze degemeret abaoe 30 vloaz gant kumun Skaer ar staj dre soubidigezh hollvrudet “Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien” a zo bet darempredet gant miliadoù a zeskerien. An Itron Anna ar Beg, e karg eus ar c’hamp abaoe pell, a oa eno gant un toullad stajidi gozh deuet da vezañ brezhonegerien dibaoe a-drugarez ar gevredigezh-se.