Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Abadenn a-ziwar istor ar Rwanda, gant ur milion a dud lazhet e tri miz, e 1994
Abadenn a-ziwar istor ar Rwanda, gant ur milion a dud lazhet e tri miz, e 1994
- Papier -
Les Rias : miliadoù a dud, krouiñ, barzhoniezh e leizh
Gant an amzer vrav, daou vloavezh ehan pe dost, e oa gortozet gant tud ar vro ha tud sot gant ar c'hoariva er straedoù, ar brasañ festival gouestlet d'an arzourien-se e Breizh, ha n'int ket bet dipitet, war a seblant
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 28/08/22 21:41
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone :
Réalisation : (77 vues)
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone :
Réalisation : tvbk -fea (334 vues)

Gant an amzer vrav, daou vloavezh ehan pe dost, e oa gortozet gant tud ar vro ha tud sot gant ar c'hoariva er straedoù, ar brasañ festival gouestlet d'an arzourien-se e Breizh, ha n'int ket bet dipitet, war a seblant

3000 a dud war dachenn velldroad An Arhanaou, miliadoù a dud bemdez e Lokunole, Tremeven, Banaleg, Molan, Kemperle, Rieg... Penaos dibab pa vez abadennoù d'an hevelep eur ? Penaos kavout ur plas evit parkañ an oto ? Penaos debriñ ? Azezañ ? Aze e vez gwelet daou seurt a arvester : an hini boaz hag a ra pemp abadenn bemdez, gant ur gador a bleg, ar bara pok ha pok er sac'h kein, ul levr pa vez hir an amzer da c'hortoz... hag ar re nevez erruet, kollet buan, hag a zo a-dreñv ar re "a oar", ne welont ket kalz a dra, ha gantañ kilometradoù d'ober war ar straedoù...

Hag an abadennoù, emit-hu ? Abadenn ebet e brezhoneg, netra skrivet, ger ebet e brezhoneg er program, " ecocups " gant gerioù e brezhoneg, n'eus ket ken. Ha neuze, tud Breizh a zo ?

An div danserez Distro a zo eus an Oriant, Groove Cie a gont ur soner a zo chom ba Kemperle, Kumpagnuniezh Derezo a labour e Brest abaoe 20 vloaz, tud Becherel (L'instant dissonant), tud Roazhon (Version 14), Plañvour (La fugue), 27 strollad en holl, 22% eus ar vro. N'eo ket fall...

Met pep tra a zo divizet gant Le Fourneau e Brest, kinnig ebet o tont eus ar vro. Petra ra an dud aze ? Ar surentez (15 karr-tann "maout", evit Kemperle hepken), ar boued (kevredigezhioù lec'hel, anvet "espaces de convivialité), ar parkoù-lec'h (tud paeet gant le Fourneau kar ne vez kavet den ebet evit seurt labour, anat deoc'h...)...

Neuze, perak nompas implij energiezh an dud, spered krouiñ war an dachenn a zo gant an dud, sonerien, aktourien, grafourien, danserien... evit sevel div abadenn "e ti-annez" da skouer ? War ur sujed dibabet amañ, labouret 'pad ar bloaz, liammet gant an dud a youl-vat, gant barregezhioù ar vro, batimantoù, savadurioù istorel, lec'hioù brav... ha treiñ war lerc'h e anv ar vro ivez ?

Voir aussi :
0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons