Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Talbenn ar gelc'hgelaouenn Gwalarn
Talbenn ar gelc'hgelaouenn Gwalarn
- Agenda -
Emvod-kelaouiñ divyezhek / Bilingual information meeting : "Petra eo ar Gevredigezh vrezhon ? / What is the Breton Society ?"
Emvod-kelaouiñ divyezhek : "Petra eo ar Gevredigezh vrezhon ?" Bilingual information meeting : "What is the Breton Society ?" (lusket gant / led by Rafael Urien) D’ar Sadorn 12 a viz Genver 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER On Saturday 12 a viz Genver 2019, 2.30 pm, at the pub The Finnegans, 46 Aristide Briand Street, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 6/01/19 22:56

Emvod-kelaouiñ divyezhek : "Petra eo ar Gevredigezh vrezhon ?"

Bilingual information meeting : "What is the Breton Society ?"

(lusket gant / led by Rafael Urien)

D’ar Sadorn 12 a viz Genver 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

On Saturday 12 a viz Genver 2019, 2.30 pm, at the pub The Finnegans, 46 Aristide Briand Street, KEMPER

"Penaos e vo saveteet Breizh ? Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo krouet, daoust d’an holl hag a-enep d’an holl, ur vuhez vroadel e Breizh. Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo desket d’hor c’henvroiz lenn ha skrivañ hor yezh ; en deiz m’hor bezo gwellaet hor yezh, graet hol lennegezh, savet hor skolioù gant hor mistri hag hol levrioù paeet gant hon arc’hant ; en deiz m’hor bezo digoret hag uhelaet a-walc’h speredoù hor c’henvroiz, d’o lakaat da vezañ ur bobl dishual e pep tachenn eus ar vuhez, buhez ar c’horf hag an ene."

Roparz Hemon, "Gwalarn e Breizh", Gwalarn niv. 9, Nevez-Amzer 1927

Penaos lakaat en he flom ur gevredigezh vrezhon emren, e darempred eeun hag a-live gant kevredigezhoù all ar bed ? Stummañ Brezhoned desket, aozañ abadennoù liesseurt (war tachennoù ar ouiziegezh pe an dudi) dezho da bal lakaat a-gevret pezh a zo c’hoazh hiniennoù a-strew : sed aze hon damant. Petore raktresoù kas war-raok da seveniñ seurt palioù ? Bloaziadur Yann-Vadezour ar Rouz, raktres Kêrvrezhon...

"How will be Brittany saved ? Brittany will be saved the day when we will have created, in spite of, and against evreryone, a national life in Brittany. Brittany will be saved the day when we have taught our fellow countrymen and women how to read and write our language ; the day when we have improved our language, set up our schools with our schoolmasters and our books paid with our money ; the day when we have opened and raised enough our fellow countrymen and women's minds, to let them be a free people on every field of life, the life of the body or of the soul ."

Roparz Hemon, "Gwalarn e Breizh", Gwalarn issue 9, Spring 1927

How to set up a Breton autonomous society, in direct relationship with the other societies in the world, and at the same level as theirs ? Training learned people, organizing several oportunities (both intelectual and entertaining) intended to put together people until then scattered : here are our aims. which projects can be launched for performing such aims ? Yann-Vadezour ar Rouz’s directory, Kêrvrezhon project...

GALV

Plijus d’an holl klevout tud liesseurt kinnig dodennoù liesseurt ivez. Tro hon eus bet evel-se da glevout abadennoù lennegegezh war ar Sketla Segobrani, istor war ar Bibl e brezhoneg, armerzh, d’ober anaoudegezh gant laboused ar vro, un nebeud bloavezhioù 'zo da blediñ gant ar steredoniezh...Ha tenn eo al lusk evit an hevelep hini prientañ abadennoù bep pemzektez. Setu perak e vefemp laouen da resev kinnigoù evit abadennoù all, gant tud nevez, en emvod ar 24 pe dre gas deomp keloù deomp.

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons