photos/30/30665_1.jpg
- Communiqué de presse -
Pegoulz e vo eus ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon ?
Ni Roazhon-iz/adezed pe annez-idi/adezed eus Meurgêr Roazhon, bodet er c’henstroll « brezhoneg e Roazhon », a stad kement-mañ : - Yezh keltiek piaouek Breizh eo ar brezhoneg. Mad an holl Vretoned ez eo, brezhonegerien
Par Katell Chantreau pour Diverses associations le 1/07/13 10:47

Ni Roazhon-iz/adezed pe annez-idi/adezed eus Meurgêr Roazhon, bodet er c'henstroll « brezhoneg e Roazhon », a stad kement-mañ :

- Yezh keltiek piaouek Breizh eo ar brezhoneg. Mad an holl Vretoned ez eo, brezhonegerien pe get.

- En holl diriad Breizh istorel e tiorro ar brezhoneg hiziv an deiz, abalamour d'ar c'hemmoù sokioyezhoniel ha da fiñvadegoù ar boblañs en XXvet kantved.

- A-gozh e vez harpet ar brezhoneg gant Kêr Roazhon. Diouzh obererezh an emsaverien e vez an harp-se avat, hep na vefe tamm gweledigezh wirion evit un diorren hollek eus ar brezhoneg e kêr.

Hor goulenn evit ar respetad kentañ eo e vefe savet gant ar skipailh-kêr da zont ur weledigezh war grenn hag hir dermen evit diorren an ober gant ar brezhoneg er vuhez foran hag er gevredigezh, e kenlabour gant ar c'hevredigezhioù lec'hel hag Ofis publik ar brezhoneg.

Se zo kaoz hon eus savet doare kentañ ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon hag e Meurgêr Roazhon er maread 2014-2020. E ginnig a reomp d'ar strolladoù politikel diseurt a vo war ar renk da-geñver an dilennadegoù-kêr a zeu ha lakaat a raimp da c'houzout da geodedourien Roazhon pegen bras e vo bet engouestl pep listennad.

Stourm a ra ar c'henstroll Brezhoneg e Roazhon evit diorren implij ar brezhoneg e Roazhon, pe vefe er vuhez publik pe vefe er vuhez sokial.

Document PDF Holl ginnigoù ar c\'henstroll evit ar maread 2014-2020 e Roazhon, dre ar munud.. Source :Kenstroll Brezhoneg e Roazhon
Voir aussi sur le même sujet : dilennadegoù, ti-kêr roazhon, kenstroll, brezhoneg
Katell Chantreau, stourmerez e bed ar c'hevredigezhioù
[ Gwelout pennadoù all Diverses associations]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons