
Da vare an dilennadegoù departamant e aters strollad Ai'ta an holl listennoù war ar renk e keñver o raktres evit ar Brezhoneg e Breizh. Etre div hent emañ ar Brezhoneg hiziv
Da vare an dilennadegoù departamant e aters strollad Ai'ta an holl listennoù war ar renk e keñver o raktres evit ar Brezhoneg e Breizh.
Etre div hent emañ ar Brezhoneg hiziv an deiz ha mallus eo ober pep tra a c'heller ober evit cheñch penn d'ar vazh ha sikour Breizh hag ar Vretoned da adperc'hennañ o yezh.
Galloud a zo gant an departamant dre he varregezhioù evit kas war raok plas ar Brezhoneg er vuhez pemdeziek ha lakaat e plas ur gwir bolitikerezh yezh
Digoret eo bet gant Ai'ta! ul lec'hien internet ispisial: 2015.ai-ta.bzh e lec'h ma vezh kinniget d'ar Vretonnezed ha d'ar Vretoned ur goulennaoueg (heni 6 tem bras e keñver ar yezh) evit mont davet an dud war ar renk en o kanton. Simpl e oa ar pal: goulenn petra a vo graet gant an dud war ar renk ma vezont dilennet.
Un nebeut deizioù araok an dro gentañ eo bet goulennet 168 koublad a dud war ar renk (336 den) evit an dilennadegoù departamant ha 42 respont zo bet rastellet. Sellet ouzh al lec'hienn evit an disoc'hoù dre ar munut : http://2015.ai-ta.bzh/br/disochou-koulzad-2015/
Gervel a reomp an holl vretonezed ha vretoned o deus c'hoant da reiñ un dazont d'hor yezh da adlañsin an holl dud war ar renk evit an eil tro eus an dilennadegoù departamant.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !